Per-Kouk
Messages : 233 Date d'inscription : 24/04/2012 Age : 41 Localisation : Kreis-Breizh
| Sujet: Buhe ba lec'h-all ? Jeu Mai 30, 2013 1:07 pm | |
| Dond a ra joñj din deus un dra ha ma skrivet war ma blog un tammig so, michañs teuy tud da zispleg o joñj diwar-benn an dra-he. Set' pezh ma skrivet neuhe :
Dec'h ma lennet un dra ha neus laket 'ha'on da c'hoarzhin. Klask zo war-lerc'h planetennou 'veld hom heñi 'hann da gaoud buhe lec'h-all, ar siantifiked klask esplik domp dram betra rank d'ar blanetenn be tamm pe damm 'veld hom heñi 'benn a vefe buhe war'nehi, ha ga spered piw oar... Drol é kar alïes a-walc'h vé ket an nen 'vid lak ba e joñj gle be sur ur mod, hag azhpenn un', 'zhpenn an heñi zo war i voull douar. Ba lec'h-all ur mod-all d'an traou d'hond bew. Amañ 'hi-mañ gad an natur vé gwelet ar vuhe dond partoud, ha lec'h oa ket sellet war he lerc'h. Daoust daon zo gleet be karbon, oksijen ha dour 'benn a teufe ar vuhe ba lec'h-all ? N'é ket vorzet dehi. Matresse 'n ene vé traou pe tud 'n ur mod disheñvel-mil, sistemou-all 'vid ar fizik, ar spered ha me oar-me petra toud c'hoazh... Na karbon na traou mod-se, pell-mat deus pezh 'hoump amañ. Kant milion planetenn, kant milion gis.
Petar é ho choñj dec'h diwar-benn an dra-he ? | |
|
pourlet56
Messages : 186 Date d'inscription : 09/03/2012
| Sujet: Re: Buhe ba lec'h-all ? Sam Juin 29, 2013 4:52 pm | |
| Marse zo ur vuhez arall, dishañval-tout, ha marse un deiz bennak e welimp anezhe, piv ouia ? Juan Posadas, ur trotskour ag ar bleiziadoù 60 e zisklerie dre vras e oa e c'hortoz pladennoù-nij, a-goj d'an dra-sen : ma zo pladennoù-nij e tal eh eus ur sosiete avañset-tre, barrek da broduiñ marvailhoù, da lâret eo, ar re-se o-dehe realizet ar sosialism gwir. Da ma soñj, n'en doa ket kendrec'hiet ur bochad tud.... Me n'in ket da welet anezhe, met ma taant, e vehen koutant da welet anezhe. Met n'ouian ket pesort breton a zo gete... | |
|
Per-Kouk
Messages : 233 Date d'inscription : 24/04/2012 Age : 41 Localisation : Kreis-Breizh
| Sujet: Re: Buhe ba lec'h-all ? Lun Juil 01, 2013 1:35 pm | |
| - pourlet56 a écrit:
- Marse zo ur vuhez arall, dishañval-tout, ha marse un deiz bennak e welimp anezhe, piv ouia ?
Ha matresse 'h eint deut tre beked amañ dija... Ha matresse n'o ket voien da wel 'nehe james dram d'o stumm... Gwelet vo neuhe - pourlet56 a écrit:
- Juan Posadas, ur trotskour ag ar bleiziadoù 60 e zisklerie dre vras e oa e c'hortoz pladennoù-nij, a-goj d'an dra-sen : ma zo pladennoù-nij e tal eh eus ur sosiete avañset-tre, barrek da broduiñ marvailhoù, da lâret eo, ar re-se o-dehe realizet ar sosialism gwir.
Farsite an dra-he, pé teu serten re d'añvant teorïennou chilgamm 'benn d'esplikañ traou ha pessa mod zigouefe ba blassou-all ha me oar petra toud c'hoazh... Amañ 'hi-mañ é fentus dram teu da joñj din pessa mod gle be ar paotr, kalz kred ba'n i draou ha ga jestrou ha-toud dirag an dud, klask displeg e joñj war-boues sort traou-te... Matresse 'h on 'n-im dromplañ med daw vefe lenn pezh neus skrivet "Les Soucoupes Volantes, le processus de la matière et de l’énergie, la science et le socialisme" oa ket deus an dra-he oas kontañ diwar e benn ? - pourlet56 a écrit:
- Da ma soñj, n'en doa ket kendrec'hiet ur bochad tud....
Amañ zo un dra ha n'é ket normal... - pourlet56 a écrit:
Me n'in ket da welet anezhe, met ma taant, e vehen koutant da welet anezhe. Met n'ouian ket pesort breton a zo gete... Ur brezhoneg mad sur ! Med pass diwar saout ar vro ka'i-sur 'walc'h | |
|
Contenu sponsorisé
| Sujet: Re: Buhe ba lec'h-all ? | |
| |
|