| kontadennoù en brezhoneg | |
|
|
Auteur | Message |
---|
breizh22
Messages : 35 Date d'inscription : 10/03/2012
 | Sujet: kontadennoù en brezhoneg Sam Mar 10, 2012 8:08 pm | |
| Me zo ho klask kontadenoù en brezhoneg. Krog hon a-boe ur pennad amzer da gontañ ba'r veihadegoù ,ha c'hoant am befe da zeskiñ traoù nevez. Peurvuiañ vez klevet memes tra bep tro, hag ouzhpenn se n'eus ket kalz tud ken da gontañ etre ar rez yaouankañ.
Marteze zo unnan bennak da zigas un tamm sklaerijenn diñ ?
Ha trugarez evit bezhañ ad-digoret ar forom brezhoneg ar bobl.
kenavo d'ar c'hentañ | |
|
 | |
pourlet56
Messages : 186 Date d'inscription : 09/03/2012
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Lun Mar 12, 2012 10:20 am | |
| Moaien 'zo kavout kontadennoù ar c'hasedigoù pe CD ba Dastum pe Brud Nevez.mod arall, kit e darempred get ur mediaoueg Dastum ha kit da furchal e-barzh. Estroch' aveit muzik a vez kavet. | |
|
 | |
Yann Admin
Messages : 108 Date d'inscription : 02/03/2012
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Lun Mar 12, 2012 8:38 pm | |
| "Kontadennoù ar bobl" gant Fañch an Uhel, me meus plijadur o lenn-se. | |
|
 | |
bugulnos
Messages : 9 Date d'inscription : 15/04/2012
 | Sujet: àr bont ar velin Dim Avr 22, 2012 9:28 am | |
| " àr bont ar velin " ur levr skrivet get Loeiza ar Meliner hag é tolpa sorbienniou a-tal kornad Boad.
.....ha get an droidigezh e galleg!!! mod-se aesoc'h eo. | |
|
 | |
Sophia29 Admin
Messages : 264 Date d'inscription : 13/03/2012 Localisation : Breiz-Izel
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Dim Avr 22, 2012 12:17 pm | |
| Ya, ha hemañ zo bet lakêd e néobreton daou pe tri bla so, 'gav dign, mod-se ê êssoc'h da lenn evid ar re n'ouzont ket brezoneg | |
|
 | |
pourlet56
Messages : 186 Date d'inscription : 09/03/2012
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Dim Avr 22, 2012 12:57 pm | |
| Lakaet e oa bet e skritur peurunvan,met aes eo da welet ar gwenedeg. Ur langaj gwenendeg lennegel ha pinvig a-walc'h e oa hani Loeiza ar Meliner, evel hani he gwaz daoust dezhi bout bet brezhonegerez a-vihanik. Anat eo ne skrive ket él ma komze, él lod vrasañ skrivagnerion a Vro-Gwened. Se ne vire ket a 'Zihunamb' da gaout un niver brav a tud koumanantet. Aveidin-me zo daou sort levrioù, ar re 'm eus c'hoant lenn hag ar re arall. Ar skritur,...bof
| |
|
 | |
Sophia29 Admin
Messages : 264 Date d'inscription : 13/03/2012 Localisation : Breiz-Izel
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Dim Avr 22, 2012 1:05 pm | |
| Ar skritur zo bet cheñchet, mes traou zo bet cheñchet ive bar langaj: koñjugezonoù, cheñchamañchou son ha traou all. N'ê ket onest ober an dra-he. N'ê ket brezoneg Gwened kin, med kentoc'h eur meskaj. Gwellac'h vije bet embann 'neoñ en-dro 'gij 'oa. Kazi ê bet lakêt e "néobreton", n'eus kin ar pojou zo bet miret mez ar skritur hag ar grammer zo bet cheñchet, setu 'gavoñ null. Uniformisation et appauvrissement, 'gij vefe lâret e galleg.
C'hwi 'rec'h ket forz dam 'gomprenoc'h brezoneg, n'eus forz penôz vije skrivet, mez ar re zo krog diski brezoneg Gwened, ma lennont an traou-ze, n'ê ket brezoneg Gwened a zeskont mez kentac'h brezoneg standard ga pojou gwenedeg 'barz. Me 'meus bed kleved brezoneg Langidig (Loeiza ar Meliner 'voa deuz ar barrez-se, m'a bai) alïez bar radio, mez pa lennoñ "Ar bont ar velin" mod-neve, anveoñ ket ar parlant-se kin. Setu diformet ê bet ban embannadenn neve | |
|
 | |
paotr-bag
Messages : 3 Date d'inscription : 22/04/2012
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Lun Avr 23, 2012 6:08 pm | |
| Bout skrivet en-dro ar levr-se e peurunvan ne lak ket breton Loeiza Ar Meliner da vout néobreton, ur sort ! Ne faot ket lâret kalz ne vern petra, alkent ! | |
|
 | |
Sophia29 Admin
Messages : 264 Date d'inscription : 13/03/2012 Localisation : Breiz-Izel
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Lun Avr 23, 2012 8:34 pm | |
| - Citation :
- Bout skrivet en-dro ar levr-se e peurunvan ne lak ket breton Loeiza Ar Meliner da vout néobreton, ur sort ! Ne faot ket lâret kalz ne vern petra, alkent !
lâret 'moa an dra-he 'vid farsal eun tammig, mez gwir ê 'voa ket êmm cheñch kement a draou da lakad traou deuz grammer an néobreton ba lec'h re brezoneg Gwened. D'ober petra? Re-zod ê ar lennerien evid kompren "lâramp" e-lec'h "lâromp", tram "gorteit" e-lec'h "gortozit" ha me 'oar petra c'hoaz? | |
|
 | |
Per-Kouk
Messages : 233 Date d'inscription : 24/04/2012 Age : 38 Localisation : Kreis-Breizh
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg Mar Avr 24, 2012 11:14 am | |
| - breizh22 a écrit:
- Me zo ho klask kontadenoù en brezhoneg. Krog hon a-boe ur pennad amzer da gontañ ba'r veihadegoù ,ha c'hoant am befe da zeskiñ traoù nevez. Peurvuiañ vez klevet memes tra bep tro, hag ouzhpenn se n'eus ket kalz tud ken da gontañ etre ar rez yaouankañ.
Marteze zo unnan bennak da zigas un tamm sklaerijenn diñ ?
Ha trugarez evit bezhañ ad-digoret ar forom brezhoneg ar bobl.
kenavo d'ar c'hentañ War ma blog gavi un tamm bihen da dorr da sec'hed | |
|
 | |
Contenu sponsorisé
 | Sujet: Re: kontadennoù en brezhoneg  | |
| |
|
 | |
| kontadennoù en brezhoneg | |
|