Messages : 45 Date d'inscription : 10/03/2012 Age : 34 Localisation : Plubennag
Sujet: ur granig bier? Lun Avr 02, 2012 8:39 am
Ur goulenn evidoc'h Moian 'zo laret 'ur granig bier'? Me oar e vez laret 'ur granig sistr' a-wezhoù, mes reve ur mignon din ne vez ket graet get ar ger 'granig' nameit evit lommigoù bihan, èl ur granig lagout-sistr, da skouer. Mes gozik on-me eh eus moian laret ur granig bier ivez, peogwir n'eo ket kalz bihannoc'h ur werennad sistr evit ur werennnad bier... Petra soñjit-c'hwi?
Ne anaven ket ar gaoz-se. Ba Ernault e vez troet él "une goutte". Se ra nebeut eit ar bier pe ar sistr....
enezenn
Messages : 45 Date d'inscription : 10/03/2012 Age : 34 Localisation : Plubennag
Sujet: Re: ur granig bier? Mer Avr 04, 2012 12:47 pm
Den ne oar? Klevet em eus 'ur granig chistr' àr ar radio n'eo ket pell zo, e 'kreiz mitin'. Modarall e kreden e oa ur granig ar mem tra èl ur lomm...
pourlet56
Messages : 186 Date d'inscription : 09/03/2012
Sujet: Re: ur granig bier? Mer Avr 04, 2012 1:04 pm
donet e ra ag ar gaoz "gran, granenn, sur 'walc'h, ar pezh zo bihan tout...
enezenn
Messages : 45 Date d'inscription : 10/03/2012 Age : 34 Localisation : Plubennag
Sujet: Re: ur granig bier? Mer Avr 04, 2012 1:29 pm
mes 'ur granienn evaj' meus ket klevet james!
Sophia29 Admin
Messages : 264 Date d'inscription : 13/03/2012 Localisation : Breiz-Izel
Sujet: Re: ur granig bier? Mer Avr 04, 2012 1:40 pm
'Ve ket grêt ar cheñchamant-son g>c'h ganoc'h du-he? 'Lâroc'h ket "eur c'hranenn"?
pourlet56
Messages : 186 Date d'inscription : 09/03/2012
Sujet: Re: ur granig bier? Mer Avr 04, 2012 1:48 pm
Nann, pas bepred.Ni lâra ur gavr, da skouer. Ba enklask Mc Kenna ba'r Gemenene doa klevet "ur gad, ur c'had, hag un 'ad.... Kemmadurioù drol 'zo dre amañ : ur vaouez gozh, ar vammoù-gozh a-wezhioù...
Contenu sponsorisé
Sujet: Re: ur granig bier?
ur granig bier?
Page 1 sur 1
Permission de ce forum:
Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum