Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 sioul awalc'h eo adarre ar forom

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Mer Mai 15, 2013 7:52 pm

Marteze eo bet hir ar goañv ha berr ar pennad amzer vrav neus diskaret ar startijenn an dud evit mont war ar forom ?

Hanta, ma vefe komzet deus al loened zo ganeoc'h ( chas, kizier pe loened brasoc'h evel kezeg pe givri ha deñved ). Deoc'h da lârout traoù diwar ho fenn ha da lârout ivez peseurt pouez a neus al loened se ba ho buhez.
Kenavo da c'hentañ



Peut-être que la longueur de l'hiver et nos épisodes de beau temps trop courts ont mené a mal la motivation des foromeurs ?

Et bien si on parlait de vos animaux ( chiens, chats ou des animaux plus grands, chevaux, chèvres et moutons ). dites nous ce que représente vos animaux pour vous.


A bientôt
Revenir en haut Aller en bas
Dreo54



Messages : 63
Date d'inscription : 12/07/2012

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Lun Mai 20, 2013 5:15 pm

Komz euz va haz a vefe trei va zeod e goullo. Pa vez yen an amzer, ne vez ket oberiant, an nebeuta eo a heller lâred : debri ha kousked, ha setu toud ! Dond a ra or hazez Erell deuz Bro-Dreger mez ar glao ne blij ket dehi. Gwir eo ez euz amzer vrein an deiziou-mañ ha kriz e vefe lakaad eur haz er-mêz. Red eo lâred ivez eo eur gazez koz : 14 vloaz he deus mez goûd a ra-hi chaseal c'hoaz. E-pad an hañv e tigas deom logod, naered-kaled... pe evned maleüruzamant : ur haz an hini eo. Ne blij ket dehi chom heh-unan penn hag e-pad an noz e teu da gousked ganeom war or gwele, aliez war gein ma dousig-karet ! Ha da c'hweh eur diouz ar mintin, Sonn ! da hortoz ma vo leun he skudell. Ober a ra he seiz posubl da lakaad ahanom da zevel. Ar re a anavez ar hizier a oar deuz petra emaon o komz.

Setu. Ma kavit faziou e hellit difazia ma mesaj, n'eo ket divennet. Kompren ar yéz a zo eun dra, skriva e brezoneg a zo eun dra all.


Dernière édition par Dreo54 le Lun Mai 20, 2013 9:24 pm, édité 2 fois
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Lun Mai 20, 2013 7:57 pm

Me zo eveltout ivez, faziañ 'rañ dre skrid ral o teskiñ skrivañ emaon siwazh ma unan hag eveljust eo diaes awalc'h. Setu na c'hallañ ket difaziañ ac'hanout.

Lakaet moa ur pennad divar al loened evit bouetañ ar forom.

Gwellout 'rañ vez moumounet al loened gant an dud. Labourer douar on hag am eus loened (saout laezh)

Neo ket memestra al loened deus ar menaj hag al loened all evel ar c'hizier pe ar chas, met a wechoù degouezh diñ bezañ tommoc'h ma c'halon deus hinnienoù, loened bet klañv ha pareet gant labour ha poañ . Nevez zo am eus bet ul leue ad deut ar vuhez ennañ ha koulskoude kontet marv div wech ganiñ .

Skoet oa gant ar red-korf, roet louzoù dezañ ha galvet ar medesin al loened, an deiz war lec'h beure oa o klask laezh. Penn an abardeiz noz oa adarre klañv da vervel, neuze moa lazhet ar goloù n'ur sonjal " warc'hoazh vo yen sklas" . Met an deiz war lec'h oa o vlejal klask boued, daou devezh diwezhatoc'h oa ken divalav all adarre " war c'hoazh " vo marv sur awalc'h ha lazhet ar goloù ur wech ouzhpenn.
Buhez zo ennañ bepred, d'am sonj chommo ur pennad amzer ba ma spered.

Diwezhazoc'h vo moiaen diñ komz deoc'h deus an targas gwenn ha du vez ganiñ o c'horro ar saout.


Kenavo

Revenir en haut Aller en bas
Dreo54



Messages : 63
Date d'inscription : 12/07/2012

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Lun Mai 20, 2013 9:23 pm

Labourer-douar e oa ma zad ive beteg 1970 (goude-se en-doa cheñchet labour). Kontet en-doa eur wech e oa o horo ar saout gand e zaouarn (pa n'en-doa ket a vekanik da horo c'hoaz ; mez kenderhel a ree da horo gand e zaouarn evid peurechui pa veze goroet gand ar mekanik) ha kaz an ti zo deut da weloud ma zad. Kaset en-doa ma zad eur strinkadenn lêz war fas ar haz. War a seblant eo bet mad d'ar haz : bemdez e teue da reseo e strinkadenn !
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Lun Mai 20, 2013 11:17 pm

Eur blijadur ê lenn hoh istoriou loened! Smile
Siwaz dign-me 'meus ket kalz a dra da gonta divar-benn an dra-he... añfin ma teu soñj dign 'lârign doc'h !
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Dim Mai 26, 2013 10:05 am

Ur pennad diwar ma zamm kazh du ha gwenn. Bemdeiz vez ganiñ o c'horo ar saout an daou benn deus an deiz. Tremen 'ra al lodenn vrasañ deus e amzer o sellout diouzhiñ, na sav lagad ebet diwar ma labour.
D'am sonj poa vo stummat ha stummat mad gemero ma vlas, met n'eo ket prest c'hoazh!
Ma brasañ plijadur zo o lakat ma skouarn war e gostez evit selaou anezhañ o paterata. Kaozoù gontant dezañ ivez e brezhoneg eveljust, pe kentoc'h goulenn 'rañ bep seurt traoù gantañ evel : "n'out ket skuizh,? leun eo da gof? penaos 'mañ ar vuhez ganit hirie ?. Zot dleañ bezañ sur awalc'h, ya, zod gant ma dargazh du ha gwenn.
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Dim Mai 26, 2013 10:34 pm

Amañ zo bet kaos deus ar loned a blij d'an dud, med fentus é kleo tud kont ar gaos diwar-benn ar re zo ur gassoni. Amañ meus trañskrivet un tamm kaos 'tre diw blac'h deus Plouïe kaojèl deus ar raied affraid

Ga'n diw re-mañ vé ket choñjet ba Ratatouille pé vé gwel un' tond, taol skubellenn war he c'hein ha mad he jeu gati bom

----------------------

- A-wichou me meus bet gwelet, me meus ur c'hrow d'an traoñ ahe, aboe meus ket saout na mann e-bed, hag a laken koat barzh 'e, ha meus ene gwelet neizhou raied, ya ba-tousk ar c'hoat. Ka'et un neizh, med me meus ket gwelet 'nehe barzh enne, med goûd a hounn lar é raied pé welan an neizhou.

- Ar reñ-he n'oun ket gouest da wel 'nehe...

- Ah ya, med 'wichou pé welan 'nehe memestra oun oblij da la'o

- Me gav an dra-he lous

- Ar logod ra mignoc'h dega 'vid an traou-all

- Ober a reñt dega med n'eint ket lous 'vel raied...

- Memestra n'eint ket keniter

- Ha aessoc'h eint da dapañ

- Ya, gall a ran tap lod nemed ar re-he ra n'oun ket ped ar bla, un' pe dow ray matresse izhpenn kant ba ur bla... Me meus tapet, me meus saout ene maes ba'n hangar ahe, a-wechou meus bet ka'et 'nehe pa vïent hanter-marw pe mew, ah nondidïe, me dape ur vorc'h ha la'o 'nehe toud neuhe. Eo, ar re-he zo loustoni. Hag ar re-he oar mond partoud memes war-horre ar soliou ha partoud. Ha memes pitrabes warlene, ba'n hangar ahe 'hi-se, neugn kreuset 'nehe toud, lod anehe, da zibiñ

- Med drol é, teuient ket dizhtu, war-dro mis-meurzh 'h eent d'ar patates, teuent ket raog

- Matrehe gaveint tro-walc'h draou 'hann di, ha pé vé ket kin ba lec'h-all teuient d'ar patates. Ar re-he zo fin, ur raiedenn zo fin, me meus bet gwelet, soñj meus, pé oa den e-bed ba'n ti-mañ, pugur nin oa o chom ba'n ti-all, hag ma mamm-gàer oa aet da jom ba ti **** ba'n nec'h, set' amañ 'n nec'h oa ur lor-zi douar ha ni mamp gwraet ur lor-zi siman, hag a oa sort e-bed ba'n tïer nimed un daol ha' oa ba'r c'horn ahe, ha 'h on bet n'oun ket pegeid klask ur raiedenn pugur mamp gwelet 'nehi, ha vise ket gwelet ba pelec'h oa aet. N'ouzes ket p'lec'h oa aet ? Eh beñ, houzh vïe kuet dreñw treid an daol, deus-krap e gi-se, 'dreñw troad an daol, 'benn ar fin mamp gwelet 'nehi. Oh nonbretche !

- Na ket pell da zond 'vid kaoud boued pugur oa bleud. Me meus joñj pé oain chom ba ****, n'ouzon ket penaos oa digoueet ur raiedenn ba ma gampr. Oain ket gouest da lak anehi d'hond maes, oy sod oan ! Ha peta ma gwraet : ma digoret ar prenestr ha cherret an nor, matresse 'h ay he-hun maes. Oan ket gouest da gass anehi maes... Lamp a rent partoud !

- Chilow 'ta, ur wech pé oan deut da jom ba'n ti amañ, oamp nin kousk ba'r penn-all ha oa gwraet ur gampr, ha oa skalierou oa ba'r penn 'n traoñ d'hond ba'r gampr, ha goude-se pé oa bet suprimet ahe ha gwraet ar skalierou ba fass an nor ahe. Hag, un devezh ma gwas Jean lar : Ah med ahe zo ur raiedenn sur hañ ! Hag ahe oa un tamm, ba ur penn oa gwraet ur gampr, ba'r penn-all oa papred laket gwinizh pe kerc'h, me meus joñj barzh, hag e hañw lar din : Sell 'ta, ahe zo ur raiedenn ha' ziskenn deus an nec'h ha ra ur lamp d'an traoñ, ha bep ar varch. Oh gast lar, ha hañw da wel, n'ouzes ket, 'benn ar fin na gallet pil anehi ba'r skalierou. Ha me ma owen kad owen vïe deut rout ba ma gwele, ha oan deut maes ha me na atrap ur skubellenn war 'r c'hoat 'e, dre ma teue an traou, gwraet na oa kimed gwad toud ma skalierou, me ma owen kad owen vïe aet rout ba ma gwele.

- N'é ket aes d'ond a-benn deus ar reñ-he.

- An dra-he zo ur gassoni !
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Youtar



Messages : 3
Date d'inscription : 12/09/2012

MessageSujet: Merci a Per-Kouk   Jeu Juin 06, 2013 12:57 pm

Merci encore pour cette histoire que l'on attendrait (avec le son !) sur BREZHONEG DIGOR.

N'étant pas familier avec la transcription phonétique proposée , j'ai trouvé l'aide souhaitée dans le Diksioner Kreis-Breiz , fort bien venu pour ce que je cherchais.
on porrait dire en parodiant Jules Gros que c'est un joyau du Breton parlé .

Une question parmi tant d'autres : l'expression "me ma owen kad owen ...." est-elle courante ?
Pourquoi est-elle répétée à la fin de la phrase ?

J'aurais plutôt attendu en fin de phrase :

" N'ouzon ket ped devezh on bet neb mond da gousket ba ma gambr , ha oa ket raiedenn kin ! " study

A la suivante !
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   Dim Juin 09, 2013 5:18 pm

Youtar a écrit:
Merci encore pour cette histoire que l'on attendrait (avec le son !) sur BREZHONEG DIGOR.

Ya braw vije bet, med meus ket laket toud pezh oa kontet dram oa traou dehe o-hun, 'benn ar fin n'eus ket emm d'an dud goûd toud. Diget meus da droc'hañ ar fichier-son 'benn da lak anahoñ propr..

Youtar a écrit:

N'étant pas familier avec la transcription phonétique proposée ,

An trañskrispïon n'é ket fonetik 'nahoñ, an dra-he n'é ket fonetik en mod e-bed.

Youtar a écrit:

j'ai trouvé l'aide souhaitée dans le Diksioner Kreis-Breiz , fort bien venu pour ce que je cherchais.

Bon mad é neuhe Smile

Youtar a écrit:

on porrait dire en parodiant Jules Gros que c'est un joyau du Breton parlé .

Opala, mersi bras dit, med ur pakad labour zo c'hoazh 'benn d'ober pezh neus gwraet Jules Gros araosson. Re verr vo ma buhe koulz 'vel heñi ar vrezhonegerien...

Youtar a écrit:

Une question parmi tant d'autres : l'expression "me ma owen kad owen ...." est-elle courante ?

Ya goull traou.

Laret vé an dra-he ba du-mañ kost' Uhelgoat, ha ba blassou-all sur a-walc'h, an dra-he zo un tamm mehmod 'vel :

Me ma owen kad owen vïe aet-rout ba ma gwele : J'étais effrayée de peur qu'il taille dans mon lit

Youtar a écrit:

Pourquoi est-elle répétée à la fin de la phrase ?

J'aurais plutôt attendu en fin de phrase :

" N'ouzon ket ped devezh on bet neb mond da gousket ba ma gambr , ha oa ket raiedenn kin ! " study

Ahe gomprenon ket petra peus c'hoant da houll genin ?

Youtar a écrit:

A la suivante !

Ya pé vo traou vo lakeet Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: sioul awalc'h eo adarre ar forom   

Revenir en haut Aller en bas
 
sioul awalc'h eo adarre ar forom
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» Communiqué Capitada et Forom des Langues - Toulouse 2010
» NOUVEAU FORUM POUR LES MOTARDS DU 21
» Le père Toulorge sera béatifié
» Pétroplus Raffinage de Petit Couronne
» MOON GRAFFITI ?

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Traoù all / Autres sujets-
Sauter vers: