Per-Kouk
Messages : 233 Date d'inscription : 24/04/2012 Age : 40 Localisation : Kreis-Breizh
| Sujet: Mots inconnus : LA-HUT et SPANED Sam Fév 23, 2013 10:24 am | |
| Sed amañ ur gomz bet kle'et ba Skrigneg : LA-HUT [la'hyt] : n. ; Personne très grande Hezh zo ur machin hir, uhel kajimant 'vel ur la-hut : C'est un grand machin, haut quasiment comme un « la-hut » (Skrigneg, Ku) ; Hezh zo ur pezh la-hut ! : C'est une sacrée grande perche (Skrigneg, Ku)
Hag un heñi-all ba Plouïe :
SPANED / SPONED [s'pãːnəd-t] [s'põːnəd-t] : n.m. (pl. -ou [spã'nèːdu] [spõ'nèːdu]) Machinou vise gwraet 'vid dornañ, n'ouzon ket pe-hano oa gwraet da hezh, ha vise plantet dow skalf ba'n douar, ha vise gwraet un tamm bihen hirroc'h dehoñ, toullet vise ar vazh dre ahe his-se ha gwraet sponedou da lakad warni, ha gad ur fisselenn neuhe vise laket war ar penn deus outoñ ha vije chechet war hezh neuhe, ha hezh a dro ha hezh a dro, ha hezh a dro, he neuhe vijemp tornañ ga'n dra-se.
<- ur c'hoa'i an-heñi é, n'ounn ket pe-heñi é -------- Un' mennaket ouiefe deus pelec'h teu an heñi gentañ ha peta sinifi an eil ? | |
|