Brezhoneg ar bobl
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.

Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  Dernières imagesDernières images  RechercherRechercher  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  
Le Deal du moment :
Xiaomi Mi Smart Camera 2K Standard Edition (design ...
Voir le deal
11.39 €

 

 sioul eo ar forom er mare mañ !

Aller en bas 
+2
pourlet56
breizh22
6 participants
AuteurMessage
breizh22




Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeMar Jan 01, 2013 9:23 pm


Pelec'h 'mañ an dud ta ?


Peogwir eo aet ar bloaz kozh da goll

Eo poent diñ lârout " Bloavezh mat " deoc'h holl !

Marteze vo gwelloc'h ar bloaz daou-vil trizek

Evit daou-vil daouzek .


Gant lârout marteze !!


Kenavo.
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeMer Jan 02, 2013 10:28 am

Bleiad mat d'ho lod ha tiegezh dilogod, él ma vez lâret....
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin



Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeMer Jan 02, 2013 3:32 pm

Blavez mad da doud an dud! flower
Revenir en haut Aller en bas
enezenn




Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 36
Localisation : Plubennag

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeMer Jan 09, 2013 10:06 am

Ur blead mad
lan a yehed ha garanté
hag er baraouiz erauk fin ho puhé!!

Ned on ket bet kal é sellet aman, lan a dreu arall oe me vakanseu...un tammig em bou muioh a amzir berman marsen Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
enezenn




Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 36
Localisation : Plubennag

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeSam Mai 04, 2013 11:05 pm

imenn ima en dud Sad
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
Nikolaz




Messages : 74
Date d'inscription : 14/03/2013

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 9:49 am

Beñ, hañni ne lans sujed erbet, nezen er ré aral n'en des ket nitra de respont na de skriù. Ma vehè lanset sujedeu, sur eroalh é tehè en dud éndro Smile
Revenir en haut Aller en bas
enezenn




Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 36
Localisation : Plubennag

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 10:24 am

Guir awal Smile
Nesen...a ziar petra e vou konzet Very Happy

Ne gerdan ket em boe dija konzet genat ti, geou?
Tud neùi e ra vad d'er foromeu d'er liesan.

N'em es ket kal a dra de laret, eh on i lenn ur livr a ziar bro Gembré in amzir grenn, interessus é.....mi uél rah er voiajeu e rae er menahed etré Kembré ha Breiz, en dalimpredeu vezé etrezé...
Trist é un tammig lenn sort treu: en dra-sen e lak i me chuj penaus éma hir istoer er berton hag er hultur kelteg i breiz, 1500 blé mar plij, ha penaus éma tost deit a benn er jakobined berman a lahein er berton, a lahein un istoér 1500 blé....

Ne gonzan ket lies ag er politik ha sort treu, don ket interesset ur bochad. Mes p'em boe chujet i rah en treu e ya de goll, i korf hanterhant blé éma oeit de goll rah en tradision...

Trist é.
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
enezenn




Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 36
Localisation : Plubennag

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 10:26 am

alkeeeeent!

Hoant em boé lansein indrou en diskusion, ha nesen e konzan a dreu trist ha du...

Men digaréet tudeu!
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
Nikolaz




Messages : 74
Date d'inscription : 14/03/2013

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 1:38 pm

Perak é skrivéz "Breiz" a pe skriùet é breton Guéned? Smile

té e hellehé laret muioh a-zivout en darampredeu étré en diù vro just erhoalh?
perak é chanjent bro?

Citation :
Trist é un tammig lenn sort treu: en dra-sen e lak i me chuj penaus éma hir istoer er berton hag er hultur kelteg i breiz, 1500 blé mar plij, ha penaus éma tost deit a benn er jakobined berman a lahein er berton, a lahein un istoér 1500 blé....

ia mes ne tal ket er boén um glémmein a-ziar treu ha nen des ket moaiand chanjein. En dén e gollehé é amzér hag é tehè de vout trist.
Mes er breton nen dé ket marù de vat hoah.
Er langajeu seltik aral zou én danjér eùé, ha neoah nen des ket bet jakobined ér broieu-sé. En diouiereh hag en dispriz é kevér er hulturieu a gonz hag é kevér tud er mézeu, zou kauz ag er politik zou bet groeit ér Frans hag ér broieu aral. Ha treu aral zou bet hoah: er chanjemanteu é buhé en dud, er média.
Mes be zou un dra ha ne blij ket d'ein, liés a pe vé konzet ag er peh zou arriù, é ia de heul konzeu a énép er Fransizion dré vras, rasism é, mes er bolitikerion zou kauz, nepas en dud. En dud zou bet manipulet. Er Fransizion en des biùet er memb treu ér loden vrasan a gornadeu er Frans. Memb ér hornadeu men é vezé konzet ur langaj oîl tost d'er galleg, éh es bet pouizet ar en dud aveit ou lakat de chanjein ou féson de gonz.
Revenir en haut Aller en bas
enezenn




Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 36
Localisation : Plubennag

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 1:49 pm

N'em es ket amzir berman de skriù ur reskond hir, just en dra-man:
Me skriù 'Breiz' pedegur n'em es ket biskoah kliùet hanni i laret 'Breih'! I me hornad-me vehé kompernet eùe el anù ur barréz dré-man, ha pas el 'Breiz' koa Laughing . En dud e lar 'Bertagn' pi 'Breiz', m'ou des kleùet en dra-sen ir média pi get tud arall. Ha me zou mi kustum laret 'Breiz' eùe.
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
Nikolaz




Messages : 74
Date d'inscription : 14/03/2013

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeDim Mai 05, 2013 4:23 pm

Er gir "Breih" ne vé ket impliet kalz, guir é, mes kaùet e vé é kantikeu.
Peh e lar er vrehonegerion a vihanik diar peh 'gleuant ér média, ne gont ket. M'em es kleuet tud a Vro Guéned é laret "brezoneg" pendéguir ou doè kleuet en dra-sé én télé hag é kredant é ma guèl aveit "berton", kar én télé ne vé konzet meit néobreton mod KLT diformet, hag en dud-se a Vro Guéned e gred é ma breton mat, abalamour m'é ma én télé, na bout ne gonprenant ket gir erbet gozik... Rolling Eyes
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitimeLun Mai 06, 2013 12:18 pm

enezenn a écrit:

Trist é un tammig lenn sort treu: en dra-sen e lak i me chuj penaus éma hir istoer er berton hag er hultur kelteg i breiz, 1500 blé mar plij, ha penaus éma tost deit a benn er jakobined berman a lahein er berton, a lahein un istoér 1500 blé....

N'eint ket deut 'benn da lahañ ar brezhoneg, ya gwir é... Med rahet vo ar labour gad an "emzaverien" keid vogn lesket !

An dra-he 'n-heñi zo trist din-me...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé





sioul eo ar forom er mare mañ ! Empty
MessageSujet: Re: sioul eo ar forom er mare mañ !   sioul eo ar forom er mare mañ ! Icon_minitime

Revenir en haut Aller en bas
 
sioul eo ar forom er mare mañ !
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» sioul awalc'h eo adarre ar forom
» :-( Marv ar forom dija?

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Traoù all / Autres sujets-
Sauter vers: