Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 Ar c'heginañ

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Kaw



Messages : 2
Date d'inscription : 21/04/2012

MessageSujet: Ar c'heginañ   Mar Sep 25, 2012 2:52 pm


Salut tout 'n dud !

Kaoz oa bet 'n ul lec'h bennaket all war ar forum deus ar girienn "skaotenn" a vez implijet barzh en Bro Leon evit "un gateau" 'm eus aon (kaled anezhañ kentoc'h).

'N eus ket pell 'zo oa bet goulet diganin treiñ an tamm testenn da heul :

"Ici
Kouign Amann, Fars, gâteaux bretons,
Gâteaux à la pomme, palets, galettes etc,
Fabrication maison,
Fabrication artisanale.
Biscuiterie."


(gant ar soñj skrivañ-se war un tamm skritell bennaket da lakaat en pign barzh en ur voulanjeri)


Respontet 'm a prum :

"Da werzhañ 'zo amañ,
Kouignoù amann, Farz, gwastilli avaloù ha gwatilli Breizh a-bop seurt,
Fardet er gêr,
Fardet gant an dorn."


Hag ouzhpennañ :

"Me 'm ije troet an treoù 'vel-se, simpl. N'eus ket ezhomm da dreiñ ger ha ger, ha 'vel-se 'teus ket da derriñ da benn gant "gateaux bretons", "palets bretons", "galettes" na me oar. N'ouzon ket tre ma zo anvioù 'vit ar re-se en brezhoneg, n'on ket sur, da welet pegeit 'zo zo dionte..."


Goulennet oa bet diganin ivez petore diferañs a oa entre "kouign" ha "Gwastell", ma ne oa ket un afer un' kalet hag un' all blotoc'h. Ha me 'm a respontet :


'Vit an diferañs 'zo 'tre "kouign" ha "gwastell" :

- da gentañ n'on ket sur vez graet gant ar ger "kouign" pep lec'h. ar ger-se zo barzh brezhoneg kerne soñj din met 'non ket sur vez implijet lec'h all, paneve 'vit "kouign amann" bremañ.

- Goude, "Gwastell" zo ur ger hollek a-walc'h, ha vez komprenet gant lod vrasañ ar vrezhonegerien a soñj din, hag a vo implijet bremañ dre vras da dreiñ "un gateau".
Koulskoude zo voien da vont pelloc'h memestra kar geriennoù all a zo er rannyezhoù, ha gerioù disheñvel hervezh ma ec'h eo kalet pe get 'vel 'teus goulet. "Gwastell" a zo mat da dreiñ ar gwastilli diwar stumm a reoù vo graet er forn, gant bleud, uioù, sukr, amann, goell, na me oar c'hoazh a soñj din... Ar re n'int na re galet na re blot, a re "standart" ma kerez (feiz!), a vo debret da achuiñ gant ur pred. "Kouign" a vo vit ar reoù vihan ha skañ-skañv (lakaomp ur vadalen pe hervezh favereau : un "soufflé" : kouign c'hwezhet). 'Vit ar reoù vihan ha kalet, evel "des palets bretons" pe des "galettes bretonnes" zo geriennoù all evel "gachenn" (vo klevet der amañ en bro dreger), pe "skaotenn" (bro leon), na me oar c'hoazh...



Met respontet 'm oa tamm bihan 'vel ma teu e teu, 'vel-se, n'on ket barrek tre war ar giriennoù a denn deus ar c'heginañ... Ma zo tud amañ zo kontant da reizhañ treoù, klokaat, ouzhpennañ treoù, pe kinnig treoù all, dao dezhi !

Un dachenn interesant 'vit ar begoù litous (na me zo un' me lâr dac'h !)

Ken 'vit an deizioù
Kaw.
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: Ar c'heginañ   Mar Sep 25, 2012 4:13 pm

Ba menn ema ar bouloñjeri-se ?
"fabrication maison" m'behe lakaet "groeit ba'amañ". N'eo ket ba ti an den int bet groeit.
Mod arall,n'ouian ket kement-se an diferañs etre "gwastell" ha "kouign". Ni lâra "katev'.
Gochtial zo un doare "brioche".
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Ar c'heginañ   Mar Sep 25, 2012 9:45 pm

Salud dit Kaw Smile

Ma teus c'hoant ma despugnet ha reñket toud pezh ma ka'et diwar-benna ar bouloñjiri. Peus kime roiñ ur sell amañ : http://brezhoneg-digor.blogspot.fr/2007/11/ar-bara-hag-ar-gerio-par-deho-brezhoneg.html

Matresse gavi traou barzh.

Braw vefe goûd pelec'h 'o ar bouloñjiri 'mestra, 'vid pezh é choas ar c'homzou.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Yann
Admin


Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

MessageSujet: Re: Ar c'heginañ   Ven Oct 05, 2012 10:31 am

Pa c'hom kaozeal deus gwastilli, penaos vez lavaret "far, far aux pruneaux" ganeoc'h?
Revenir en haut Aller en bas
http://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Ar c'heginañ   Ven Oct 05, 2012 6:29 pm

Ba du-mañ vé laret fars ga prun (gad ar sandhi : fars ka prun)
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: Ar c'heginañ   

Revenir en haut Aller en bas
 
Ar c'heginañ
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Traoù all / Autres sujets-
Sauter vers: