Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr   Dim Juil 15, 2012 1:15 pm

Bon, ale un eil video 'vid ar re nefe poan gad an heñi gentañ (un abadenn bet passeet ba'n tele war a seblant, war Arte)

Ba'n tele hell digoueo traou interessant a-wechou, med mesk ha divesk ga traou nul. 'Vel vé laret : Daw lesk un tamm librentes da zigoueo ur wech tre vare 'benn da lak an dud da grediñ lar eint libr

Rïotet vé ar c'hontrel deus ar pezh vé laret ba'n tamm abadenn-mañ pa'n de, ha 'benn neuhe ra ket vorz lar vefe kasset demp neuhe, kar pezh jomo ba penn an dud é pezh vé ragachet dehe.

Setou amañ ur video diwar-benn ar progrè, hag a zo klask deuskeugn demp petra zigouev ga'r progrè.

Da sell amañ
http://interobjectif.net/survivre-au-progres

Laret ho choñj neuhe

(gwelloc'h é sell deus ar video da zigentañ)
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr   Lun Juil 16, 2012 7:26 pm

Ga'n dra-he n'o ket problem e-bed, n'eus ket nitra da fachañ gati amañ, hag intéressant a-walc'h é. Ur film diwar-benn ar sossiete Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr   Sam Juil 21, 2012 10:49 am

Sellet 'moa deuz ar reportaj-se pa voa passeet ban tele, n'eus ket keid-se zo. Kavet 'moa 'neoñ interessant-tre.
Pez zo spontus zo penôz kalz tud 'vel 've grêt n'eus forz petra, mez n'ê ket ar re-he 'neus ar galloud, setu ê diêz cheñch an traou!
Ar vugale skol 'vel tout ar problemou ive, mez me 'gred, pa teuont da vea braz, 'labouront ba añtreprizou-se a ra forz petra, ha n'eus ket voaien dê klemm na netra, gand aon da vea rôet o zac'h dê ha da jom heb labour gou'ze.
Benn ar fin, kalz tud 'gompren pegen sod ê an traou, mez ar re 'neus ar galloud 'fôt ket dê cheñch an traou peogwir 'hounefent nebeutac'h a arc'hant, hag ar re 'neus ket ar galloud 'hellont ket ober netra...
Setu daoust hag-eñw zo tud ha 'oar penôz ober evid 'nim denna deuz ar "fank" 'momp 'barz?
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr   Sam Juil 21, 2012 4:29 pm

Ahe zo voien d'ober traou...

Kasi respontet ma d'an dra-he amañ.

http://brezhoneg-digor.blogspot.fr/2008/10/boed-naturel-ha-beva-mad.html

Med un dra mefe c'hoant da lared 'zhpenn : berr an arc'hant genin 'e, ha dond a rañw 'benn da roiñ ma arc'hant d'ar re ha meus c'hoant da roiñ dehe, dre vras 'vel-just. Gou'se vé laret ga lod lar n'eus ket voien, daoust a vé gwelet 'nehe preñañ un telefon dougabl kér-ru d'o bugwal, pe ur c'hoñsol, pe me-oar petra toud c'hoazh mehmod, daoust dehe pass be gouest da voueta o bugwal... Din-me pezh a gontefe ma mije bugwal a vefe o yec'hed da geñtañ toud, ha pass traou ha n'eus ket emm. Sed ahe pezh neus c'hoant an endrustrïou : Preñañ, preñañ, ha preñañ papred 'vel papred, traou inutil, bistrakou neve kwa... Ha gwraet vé ga tou'n dud kasimant... Ha laket an dud da rossañ ga'r vezh ma vé losket o bugwal heb traou mod-se... ha gou'se vé klasket prepariñ boued ga dow € pe dri bemde... Ar mod-se an-heñi vé laket ar sistem da gontinuiñ, ha toud pezh zigouev gantoñ.

Daw da bep heñi ober e choas. Mignac'h halloud né an dud 'vid pezh joñj dehe...

Gad arc'hant an dud powr a vé gwraet an traou
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr   

Revenir en haut Aller en bas
 
Gwraet hom bragou demp a-raog hom rèr
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Traoù all / Autres sujets-
Sauter vers: