Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
Aller à la page : Précédent  1, 2, 3
AuteurMessage
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Sam Juin 23, 2012 6:13 pm

Citation :
N'em eus ket klasket plantañ reuz e mod ebet,

mod-se 'meus santet an traou koulskoude eur vech pe ziw...

Citation :
Evidon-me ez eus un dra d'an nebeutañ hag a zo sklaer aze : ur spered "strizh" ha "brizh" a c'hell kavout lod eus an dud hag en em laka da vezañ difennerien ar brezhoneg komzet.

matrehe, mez 'vo ket strissoc'h evid hini pôtred ar brezoneg unifiet morse...
Revenir en haut Aller en bas
Yann
Admin


Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Sam Juin 23, 2012 7:08 pm

blewig a écrit:
Ma, sed aze ma c'hemennadenn diwezhañ war al lec'hienn-mañ. N'em eus ket klasket plantañ reuz e mod ebet, nemet lakaat ar gaoz war ur poent yezhadur, gant doujañs hag hegarated (adlenno va c'hemennadoù neb a garo). Eus an tu all ez eus bet respontet din en ur feson taer a-walc'h, gant kunujennoù da heul.
Evidon-me ez eus un dra d'an nebeutañ hag a zo sklaer aze : ur spered "strizh" ha "brizh" a c'hell kavout lod eus an dud hag en em laka da vezañ difennerien ar brezhoneg komzet. Strishoc'h ha brishoc'h eget na soñjen diantao. A galon.

Te gave ket dit oas drouk, met kavet teus oa drouk ar re all.
Ar re all gave ket dezhe oant drouk, met kavet neuint oas a-wechoù.

Sed aze tout. Ret eo asantiñ vez start 'nom gompren 'wechou vit dont a-benn da gaozeal war ur forom, nompas feukiñ vit traoù dister, ha reiñ argumantoù...

Ha vel 'ma lâret 'raok, pa faota d'un bennaket lañsañ ur sujed nevez vez ret digeriñ ur sujed nevez ba'r forom, ha n'eo ket 'n em lakaat da gaozeal deus traoù all 'greiz-tout...
Revenir en haut Aller en bas
http://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
Dreo54



Messages : 63
Date d'inscription : 12/07/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Sam Sep 01, 2012 10:42 am

Desket 'm-eus ar yéz dre lizer gand Skol Ober ha beb bloaz eh een da Dreglonou d'ober stajou brezoneg. Aliez eh eem da rankontr brezonegerien a-vihanig 'vid selaou 'nehe kaozeal a vrezoneg. Plijouad a ra din ive selaou an arejistremañchou a oa bet graet gand Mikael Madeg (marvaillou, komz hag all). Unan anehe, Margodig an Dour yen, ur gontadenn gant Jean-Louis Rolland zo e brezoneg Trabrian, ur yéz diêz da gompren 'vidon-me a vez abituet da selaou brezoneg flour Bro-Leon. Peotramant, 'pez a lennan : Chants et chansons populaires de Basse-Bretagne gand Fañch an Uhel, Barzaz Breiz, Marh al Lorh, Pikou mab e dad, Tristan hag Izold, Emgann Kergidu, Istor ay Yezou Keltieg. Evid ar mare 'h on o lenn : Istor eur famill eus Breiz-Izel gand Herve Burel. Ha da lenn : Pipi a gonto hag Ar en deulin.
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   

Revenir en haut Aller en bas
 
penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 3 sur 3Aller à la page : Précédent  1, 2, 3
 Sujets similaires
-
» Purification/rechargement tourmaline noire et oeil de tigre
» FLOTTILLE 32 F

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Kaozeadennoù diwar-benn ar brezhoneg / Discussions à propos du breton-
Sauter vers: