Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
Aller à la page : 1, 2, 3  Suivant
AuteurMessage
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Dim Juin 10, 2012 9:05 pm

Dre ma sonj ul lodenn deus ar foromourien zo ampart awalc'h gant ar brezhoneg dre skrid .Sell aze perak hon ho klask kompren penaos peus graet. Me zo klask mont war raok gant ar brezhoneg dre skrid. Desket am eus tamm pe damm er c'hentellioù noz gant ar gevredigezh "al levrig" . Goude dre pleustriñ war al lennegezh am eus gwellaat ma vrezhoneg dre skrid. Met na meus ket desket an displegadur betek hent.

Degouezhout ra diñ skrivañ evel ha gomzañ peogwir hon ur brezhoneger stummet "tal ar bern teil" bremañ vez laret "brezhoneger a vihannig" ( marteze flouroc'h stumm da larout ?)


Trugarez deoc'h evit displegañ diñ hor sonjoù.

Kenavo.
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 11, 2012 12:48 pm

Ma 'meus un ali da lâred doc'h: ne lennet ket re a draou e brezoneg unifiet. Klasket gwellaad ho prezoneg en eur chilaou tud all (hag a gôzef a-vihanig). Ne faot ket kredi la ê mad tout pez 've skrived hag embanned e brezoneg. Ar lodenn vrassa zo brezoneg fall, ha ma lennet re a leoriou e brezoneg fall, ho prezoneg 'yay var fallaad ive, ha 'benn ar fin an dud 'gomprenfont ket ahanoc'h ken.

Me 'gred emoc'h deuz Bro Dreger. Gall' a rec'h lenn leoriou gand Luzel, gand Maria Prat... Tud hag a neus skrived e brezoneg Treger ha tost deuz ar langaj kôzeed.
Bea zo kalzig skrivagnerien deuz Bro Dreger (ha deuz lehiou all) ha 'neus cheñchet o brezoneg evid tostaad deuz eur brezoneg sañsed "literèr" hag a zo fall-tre e gwirione: diêz ê da gompren, a-vechou e rant faziou (na refent ket pa vefent 'kôzeal!), kopïa a rant ar frazennou galleg... Setu ma skrivefent kentoc'h e-gij 'gôzeont, 'vefe kalz gwellac'h.
Setu, red ê diwall ha klask lenn leoriou ha zo bet skrived en eur brezoneg ha zo tost deuz ar langaj kôzeed, peogwir ê hemañ ar gwella brezoneg...

Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 11, 2012 1:50 pm

Ya, me larefe mehmod 'vel Sophia. Sterd é pé vé disket traou ba'r levèriou, pe ba lessoniou a beb sort, kar goude-se ranker diziskiñ ar lod brassañ deus ar pezh zo bet disket.

'Vid pezh é an diskadurezh, n'eus kime chilow an dud d'ober. Ma teus c'hoant zo un dra vad d'ober 'benn da wellaad e vrezhoneg, pezh meus gwraet : trañskrivañ an dud, sterd é ken-ha-kén da zigentañ med ar mo-se vé disket traou heleizh (ar mod da zisklipañ, da joñjal, da droiñ ar frasennou, an troiennou béw, braw é 'vid 'n-om gustumiñ deus langaj an dud 'e, ha me oar-me petra toud c'hoazh...). Hag ar mod-all gavi boued ba'r levèriou-dastum, ba'r re-he n'eus nintra 'zhpenn komzou gwir ha traou béw.

Fin, pep heñi neus e vod d'ober an traou, med din-me zo mil-bréss war'ha'mp, 'benn 20 la n'ho ket brezhoneger a-gozh kin, hag a vo re diveet
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 11, 2012 2:17 pm

Citation :
Fin, pep heñi neus e vod d'ober an traou, med din-me zo mil-bréss war'ha'mp, 'benn 20 la n'ho ket brezhoneger a-gozh kin, hag a vo re diveet

yeo, chom 'ray, mes kalz nebeutoc'h...
Revenir en haut Aller en bas
enezenn



Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 30
Localisation : Plubennag

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 11, 2012 4:18 pm

ma brezhoneg dre skrid zo fall awalc'h, reve ar 'standard', peogwir e kemmeskan peurunvan, etrerannyezhel ha skritur kozh bro gwened. Heb gouiet din, d'ar liesan, ha me grede e skriven 'peurunvan' e-raok bout 'difariet' get tud 'zo....
Penaos em eus desket? En ur lenn ur yoc'h traoù a beb sort Wink
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 11, 2012 8:43 pm

Citation :
ma brezhoneg dre skrid zo fall awalc'h, reve ar 'standard', peogwir e kemmeskan peurunvan, etrerannyezhel ha skritur kozh bro gwened. Heb gouiet din, d'ar liesan, ha me grede e skriven 'peurunvan' e-raok bout 'difariet' get tud 'zo....

ya, me 'gred ahanoc'h, ma cheñchet an disterra lizerenn deuz ar skritur peurunvan 'vo tud deuz ar sekt ha 'lâro doc'h distu! lol!

Citation :

Penaos em eus desket? En ur lenn ur yoc'h traoù a beb sort

'n or chilaou brezonegerien ive, 'peus ket? dam 've ket desket kôzeal 'n or lenn...
Revenir en haut Aller en bas
enezenn



Messages : 45
Date d'inscription : 10/03/2012
Age : 30
Localisation : Plubennag

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Mar Juin 12, 2012 1:45 pm

Euh ya, el reson em eus selaouet ivez...hag e ran c'hoazh, bemdez!! Ha me gomz tammigoù ivez, a-wezhoù Wink

Mes dre m'en doa skrivet Breizh22 en doa c'hoant gouiet penaos hon doa desket SKRIV, dreistoll, em boa reskontet penaos em boa-me desket an dra-se...
Revenir en haut Aller en bas
http://nelyvanseventer.wordpress.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Mar Juin 12, 2012 7:20 pm

Ba titr an topik 'noa goulennet penaos 'meump desket brezoneg, ha neuhe bar messaj 'noa goulennet penaos gober evid gwellaad e vrezoneg skrived, 'gav dign, setu 'voa moaien respont eun pe egile heb bea er-mêz deuz ar zujed Smile
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Mar Juin 12, 2012 8:05 pm

Mareteze n'hon ket bet resis awalc'h.

Komz'rañ brezhoneg aboe 50 vloaz zo, met al lennegezh hag ar skrid zo nevez evidon.

Dre ma sonj n'eo ket ret diñ mont en darempred gant brezhonegerien kozh evit deskiñ ar yezh.

Klask 'rañ labourat war ar yezhadur .

Hent all, kontañ 'rañ gwec'h ha gwec'h all ba veilhadegoù hag ivez mont'rañ da gavout brezhonegerien "ar bobl" evit enrolliñ anezhe evit implijout ar c'homzoù er skolioù.

Ar pal zo lakaat brezhoneg etre divskouarn ar vugale ( brezhoneg diwar maez ) hag ivez deskiñ traou war buhez an dud, micherioù ....
Digemer 'rañ ivez stajidi (stummadur hir) da gomz brezhoneg er menaj ganiñ, se sonj diñ ra mil vad dezhe.

Sonjal 'rañ a- wechoù a-gen ma stumm da skrivañ zo aes da gompren !

Evel n'eus skrivet Per-kouk ar re diwezhañ deus ar brezhonegerien a-vihannig vo ret dezhe treukas kalz draoù d'an deskidi rak n'eo ket er skolioù na ba al levrioù deskfont ar pouez mouezh, ar rimadelloù na an troiou-lavar ( pinvidigezh omp yezh)

Pezh vank d'ar skolaerien eo ar spered ar yezh, dleout rafaint mont da beurzeskiñ ar yezh dre soubidegezh gant an dud ha gomz brezhoneg vel eo dleet komz brezhoneg .

Siwazh degouezh dezhe mont d'ober skol diouzhtu goude ar skol veur peogwir n'eus trawalc'h skolaerien.

Sell aze un toullad displegadennoù.


Gallout rit lârout diñ pezh sonjit deus ma stumm da skrivañ .


Kenavo da c'hentañ gant plijadur evel-just.
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Mar Juin 12, 2012 8:39 pm

Citation :
Dre ma sonj n'eo ket ret diñ mont en darempred gant brezhonegerien kozh evit deskiñ ar yezh.

evid diski n'eus forz pesseurt langaj 've red mond da gôzeal ga tud ha gôzef a-vihanig... perag 'vefe disheñval ga'r brezoneg? Ar brezoneg zo or langja e-gij ar re all...

Citation :
Hent all, kontañ 'rañ gwec'h ha gwec'h all ba veilhadegoù hag ivez mont'rañ da gavout brezhonegerien "ar bobl" evit enrolliñ anezhe evit implijout ar c'homzoù er skolioù.

ba pesseurt skoliou? mestr-skol oc'h? 'meus ked komprened...

Citation :
Ar pal zo lakaat brezhoneg etre divskouarn ar vugale ( brezhoneg diwar maez ) hag ivez deskiñ traou war buhez an dud, micherioù ....

nah zo eur zoñj vad

Citation :
Sonjal 'rañ a- wechoù a-gen ma stumm da skrivañ zo aes da gompren !

êz a-walc'h, mez be' zo kalzig pojou "mod-neve" ba pez a skrivet, ha 'vefont ked komprened ga tou'n dud (ha me 'lârefe memez: ha 'vefont ked komprened ga kalz a dud)

Citation :
Evel n'eus skrivet Per-kouk ar re diwezhañ deus ar brezhonegerien a-vihannig vo ret dezhe treukas kalz draoù d'an deskidi rak n'eo ket er skolioù na ba al levrioù deskfont ar pouez mouezh, ar rimadelloù na an troiou-lavar ( pinvidigezh omp yezh)

gwir ê

Citation :
Pezh vank d'ar skolaerien eo ar spered ar yezh, dleout rafaint mont da beurzeskiñ ar yezh dre soubidegezh gant an dud ha gomz brezhoneg vel eo dleet komz brezhoneg .

Siwazh degouezh dezhe mont d'ober skol diouzhtu goude ar skol veur peogwir n'eus trawalc'h skolaerien.

gwir ê c'hoaz. Ha null ê. Da betra 'zervij diski brezoneg fall d'ar vugale? Ma ve kôzeet fall deuhoute, ar vugale 'gôzefont ket mad anê! 'Vo ked mirakl ebed...

Citation :
Sell aze un toullad displegadennoù.

Gallout rit lârout diñ pezh sonjit deus ma stumm da skrivañ .


skriva a rec'h mad, mez evidon-me 'implijet kalz traou 'peus bed desket ba leoriou, ha gwellac'h 'vefe doc'h skriva 'vel 'gôzeet heb klask skriva 'vel bar leoriou, dam 've ket brezoneg mad atô bar leoriou (hag alïez 've brezoneg fall-tre).

Evidon-me, 've ket êmm sevel pojou neve e brezoneg evid lâred traou ha 'neus un hano brezoneg deja... E-touesk ar re 'zav diksioneriou, 've tud ha 'gav êssoc'h sevel pojou neve evid toud pez oueont ket lâred e brezoneg, e-lec'h mond da glask penôz 'lâr an dud. Nah' zo or vez.
Setu, evidon-me, 'vefe gwelloc'h kentoc'h paz kaoud re a fiañs bar leoriou, ha kaoud muiac'h a fiañs ba brezoneg ho pro...
Ha ne fôt ket kredi la ê red cheñch ho prezoneg naturel evid skriva brezoneg mad. Brezoneg Treger zo kalz gwellac'h evid ar brezoneg a gavfoc'h bar lodenn vrassa deuz ar leoriou brezoneg...

Petra 'pefe c'hoant da vellaad ba ho prezoneg?
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Mar Juin 12, 2012 9:03 pm

Evit respont da Sophia 29.

Pe lârañ penaos n'am eus ket ezhomm da zeskiñ gant ar re" gozh"eo peogwir ha gomzañ mad ar brezhoneg.
Gant ma zud, ma amezeien na gomzañ ne met brezhoneg.

Met gwir eo n'eus ket kalz dud eveldon, al lodenn vrasañ deus an deskidi n'int ket brezhonegerien.

Nann, n'hon ket skolaer, menajer hon ma bugale zo er skol divyezhek, degemeret am eus bet bugale er menaj ha mont rañ ivez d'ar skol evit komz gante deus ar menaj.

Hent all zo ivez ar raktres da sevel pennadoù evit ar skolioù ( ur seurt klasker sonjoù ma peus c'hoant)

Deus gomprenañ ganit, ma stumm da skrivañ zo tennet deus al leverioù: met penaos ta ra an dud da skrivañ ma lakeont ket ho vri ba al levrioù ?

Evitout petra eo skrivañ reiz ?

Klask 'rañ nebeutañ ma c'hallañ fazioù pa skrivañ . Dre da sonj dleout rafen skrivañ evel sonj diñ ha leuskenn ha gostez pezh lennañ ba al levrioù ?

Petra eo da stumm da skrivañ ? KLT ? ho klask goût emaon.

Pezh vefe displijus evidon eo komz deus ur stumm ha skrivañ n'ur stum all .

C'hoant am eus da virout ma vrezhoneg evel am eus desket pe oant bihan.

Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Jeu Juin 14, 2012 8:09 pm

Citation :
Deus gomprenañ ganit, ma stumm da skrivañ zo tennet deus al leverioù: met penaos ta ra an dud da skrivañ ma lakeont ket ho vri ba al levrioù ?

sellet deuz leoriou zo, re ha zo bed skrived ga tud ha gôzef a-vihanig, ha desket penôz skriva ar pojou a implijet pa gôzeet.

Citation :
Evitout petra eo skrivañ reiz ?

skriva en ur fesson komprenabl ga'r re a oar brezoneg...

Citation :
Klask 'rañ nebeutañ ma c'hallañ fazioù pa skrivañ . Dre da sonj dleout rafen skrivañ evel sonj diñ ha leuskenn ha gostez pezh lennañ ba al levrioù ?

nah' zepant petra 'peus c'hoant da skriva, hag evid piw.

Citation :
Petra eo da stumm da skrivañ ? KLT ? ho klask goût emaon.

KLT zo ur groupad parlañchou.
Me 'meus kemered deuz peb skritur pez blije dign. Hag adapted eun tammig a-benn 'zigouefe ga' ma brezoneg. Ha klask a rañw bea komprenabl evid ar re 'gôzef brezoneg gwir.
Hag evidon-me n'ê ket mad klask skriva tout ar parlañchou memez mod, peogwir vent distaget e fessoniou disheñvel. Setu 'vo tud atô ha 'gomprenfont ket pez zo skrivet. Ba bro ar h-KLT, an dud 'nem gompren, ha ba bro Vened, an dud 'nem gompren etreze ive. Setu 'vefe gwellac'h la skrivefe re ar h-KLT ha re Gwened ba diw fesson disheñvel. 'Veloñ ked dam da betra 'lakefemp tud Gwened da skriva evel 'gôzeomp-ni... Nag ar hontrol ive.

Citation :

Pezh vefe displijus evidon eo komz deus ur stumm ha skrivañ n'ur stum all .

C'hoant am eus da virout ma vrezhoneg evel am eus desket pe oant bihan.

pez 'lâroñ doc'h : gwellac'h vefe doc'h skriva e-gij 'gôzeet, kentoc'h evid klask skriva e brezoneg unifiet. Sellet deuz leoriou Maria Prat, me 'gred la skriv hoñz 'gij ve kôzeet ba Bro-Dreger.
N'eus forz penôz, ar re 'oar brezoneg 'gompreno ahanoc'h... ha pa 'vefent ket deuz Bro-Dreger anê !
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Ven Juin 15, 2012 10:50 am

Sophia29 a écrit:

Me 'meus kemered deuz peb skritur pez blije dign. Hag adapted eun tammig a-benn 'zigouefe ga' ma brezoneg.

Ha da vro 'ma ket pell deus ma heñi, sur a-walc'h Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Ven Juin 15, 2012 11:59 am

Ya, 'nah' moa gwelet! mez ma hornad-bro zo pelloc'h eun tammig 'koste ar huz-heol Smile
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Ven Juin 15, 2012 8:17 pm

Evit respont da Sophia29

Perak klask gwellaat ma brezhoneg dre skrid ?

Sklaer awalc'ch eo an traou; me zo unan c'hoazh deus rez zo bet difennet dezhe komz brezhoneg er skol hag ouzhpenn evidon oa lâret er bloavezhioù 1965 / 1966 penaos ma gazeomp brezhoneg er ger vefomp azenned .
An dra se zo evidon ar brasañ dismegans .

Pell zo aboe met dalc'hat am eus sonj !

Sonj am eus da vezañ deuet endro deus ar skol n'ur n'hon c'houlenn : met penaos ta vo graet bremañ ?
ma eo ret deomp gallegiñ hed an deiz ?

En dro diñ ne oa nemet brezhoneg , un taol chans eo bet evidon; ma zud ha ma zud kozh oa bet kalz furoc'h evit ar skolaerien hag devoa delc'het da gomz brezhoneg.

Sonjal 'rañ ivez penaos eo bet ur gwir chans evidomp er mare se da vezañ kaset d'ar skol da noad 6 vloazh, hag evel-just meomp bet amzer da zeskiñ ar yezh araok mont d'ar skol. Hent all vijemp bet didonned abretoc'h c'hoazh diwar omp yezh !


Dalc'het am eus da gomz brezhoneg ha 4 bloazh zo eo deuet da sonj diñ penaos oant un den distudi peogwir ne oant ket barreg da lenn na da skrivañ ,lansus awalc'h oa evidon peurzeskiñ ar yezh.

Petra emaon o vont d'ober gant ar brezhoneg dre skrid ?

- mont war ar foromoù

- ober ivez pennadoù skrid evit treukas ar brezhoneg ar bobl d'ar rez zo o tont war omp lec'h.

- Ho sonjal skrivañ ma envorennoù hon hag en brezhoneg kement hag ober.

Pezh a lennañ :

-kontadennoù fentus Maria Prat

- levrioù skrivet gant Fañch Peru

- Friko Miliget

- Oberenn glok Anjelà Duval

- Kontadenoù Fañch An Uhel

- Trifina hag ar Roue Arzhur

- Piv omp ni gant Boxy ar Bleiz (bet leusket anezhañn a gostez hag ad-lakaet ma fri e barzh )

- Marc'h al lorc'h ( betek hent leusket a-gostez)

hag traoù all ouzhpenn


Sell aze ma zrubulhioù gant ar yezh .











Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Sam Juin 16, 2012 1:17 pm

Citation :
Dalc'het am eus da gomz brezhoneg ha 4 bloazh zo eo deuet da sonj diñ penaos oant un den distudi peogwir ne oant ket barreg da lenn na da skrivañ ,lansus awalc'h oa evidon peurzeskiñ ar yezh.

kompren a rañw. Mes c'hwi 'skriv mad a-walc'h deja. Ne ret ket kalz a fazïou.
Gall' a rañw lâred doc'h pesseurt fazïou a ret, mez n'on ket sod ga'r skritur peurunvan a implijoc'h... lakad 'ra an deskerien da zistaga fall.
Mod all, me 'gred la skrivet-c'hwi kalz traou ha 'vijent ket lâret e brezoneg Treger, desket 'peus 'nê bar leoriou. 'Peus ket êmm deuhoute evid skriva mad...

Lâret 'peus la lennec'h leoriou Añjela Duval. 'Blij ket re dign ar pez a skriv hoñz, 'keñver ar langaj, peogwir ne skriv ket en he brezoneg tamm ebed. Klask a ra skriva e brezoneg unifiet, pez 'gavoñ null. Hi 'ouie brezoneg a-vihanig, perag 'fôte dei cheñch he brezoneg evid skriva en eur brezoneg bastardet? Drol ê 'noa ket gweled la 'dalvee ket nitra ar brezoneg-se, ha drol ê 'gave dei la 'voa gwellac'h ar brezoneg-se evid he brezoneg naturel... Ar re 'oar brezoneg mad 'fôt dee kopïa ar brezoneg fall 've kaved bar leoriou all... Eur hompleks zo ahe ive, kredi a rant la ê gwellac'h brezoneg ar leoriou evid an hini a gôzeont a-vihanig... ha pa ve leun ar leoriou brezoneg a fazïou hag a droiou lavar galleg... Be'zo brezonegerien ha 'gred: 'nah' zo barz eul leor, embanned ê bed, setu 'rank bea brezoneg mad. Na pochou ê null...
Revenir en haut Aller en bas
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Dim Juin 17, 2012 9:25 am

Pell me ezhomm da skrivañ peogwir zo meur gerioù n'ouzon ket penaos skrivañ anezhe, koulskoude gomzañ anezhe abaoe pell.

Ret vo diñ gwellaat war an displegadur ( conjugaison )

Sophia 29 , n'ouzon ket petra eo "pojoù"


Met c'hwi penaos peus desket skrivañ brezhoneg ?, betek hent n'am eus ket bet kalz displegadennoù.


Kenavo

Revenir en haut Aller en bas
jeje



Messages : 29
Date d'inscription : 11/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Dim Juin 17, 2012 10:16 am

Te'ni e a zo om mestr skol dim tout!
A toi de corriger nos erreurs de francophone!

pojou = pozioù = girioù, gerioù
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Dim Juin 17, 2012 10:38 am

Citation :
Pell me ezhomm da skrivañ peogwir zo meur gerioù n'ouzon ket penaos skrivañ anezhe, koulskoude gomzañ anezhe abaoe pell.

'peus kin 'med goull ha me (ni) 'lâro doc'h penôz skriva 'nê.

Citation :
Ret vo diñ gwellaat war an displegadur ( conjugaison )

perag? goûd a ret displega verbou deja!

Citation :
Met c'hwi penaos peus desket skrivañ brezhoneg ?, betek hent n'am eus ket bet kalz displegadennoù.

ga' tud ma hornad ha mod all 'meus bet lessoniou ive, mez 'benn ar fin 'voan erru skuiz gante peogwir 'voa brezoneg unifiet. Smile Setu 'meus arrestet ha choajet 'meus skriva e-gij 'fôte dign, kentoc'h evid skriva en eur brezoneg ha n'ê ket ma hini.
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Dim Juin 17, 2012 11:13 am

Citation :
Peogwir zo meur gerioù

lâred a ret mod-se petramant "meur a c'her"?

C'hwi 'skriv "n'ouzon ket" mez daoust hag-eñw 'lâret mod-se? 'Lârefec'h ket "oarañ ket" pe "n'ouveañ ket" pe "n'onn ket" kentoc'h? Smile

Citation :
Met c'hwi penaos peus desket skrivañ brezhoneg ?, betek hent n'am eus ket bet kalz displegadennoù.

"betek-henn" 've skrivet "betek-henn" (n'ê ket ar ger "hent" 'ni ê, mez ar ger "henn" ha 'zinifi "an dra-he" pe "bremañ" ahe).

Revenir en haut Aller en bas
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 18, 2012 10:37 am

Me 'meus desket get levrioù ja get an dud, àr lerc'h 'mboa graet stajoù. Ar skritur peurunvan(unifiet) e implijan, met ne zoujan ket doc'h pep tran él rezon.
Ur langaj skrivet 'zo, dishañval doc'h ar langaj kaozeet get an dud àr ar pemdez, met da ma soñj, a-raok skriv e vez gwell kaozeal mat eut chom hemp bout paket get ar skritur.
C'hwi gaozea brav dija, mat tre. Ar gwellañ 'vehe lenn skrivagnerian, ag ho pro pe ag ar broioù arall. Met ne fait ket deoc'h soñjal ema gwir pater tout pezh vez moulet.
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 18, 2012 11:12 am

Mehmod 'vel neus laret ar re-all araosson : Peus kime skrivañ ar pezh teu ba da benn 'vel a teu, heb klask cheñch nintra hag a vo mad.

Din-me ar skritur zo ur voien da skrivañ pezh vé laret, ha mad é mo-se. Bremañ ra an dud ar c'hontrel, ar re-he zisklip just-ha-just 'vel vé skrivet, pezh lak anehe da ve inkomprenabl 'benn ar fin.

'Vel lare un' deus an Uhelgoat : "Ar brezhoneg zo 'veld ar voenn ba'r parkeier gwechall, c'hwezh vad zo gate."

Med pé vé laket OLGMou barzh teu ur sort flêr gate keñtoc'h, mehmod 'vel bar parkeier bremañ...
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
blewig



Messages : 8
Date d'inscription : 18/06/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 18, 2012 4:06 pm

Hag ar mod-all gavi boued ba'r levèriou-dastum, ba'r re-he n'eus nintra 'zhpenn komzou gwir ha traou béw.

Daoust ha ne vefec'h ket en em vanket aze ?

> Ba'r re-he n'eus nitra [u]met[u] komzou gwir ha traou...
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 18, 2012 4:17 pm

'gredan ket vehe ur fari bennak. Ur mod da lâret eo
Revenir en haut Aller en bas
blewig



Messages : 8
Date d'inscription : 18/06/2012

MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   Lun Juin 18, 2012 7:21 pm

La phrase en français c'est "dans ceux-là (ces livres-là) il n'y a que des mots vrais et vivants"

Evit treiñ "il n'y a que" e brezhoneg, eo "n'eus nemet" a ranker implijout, neketa ?
Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?   

Revenir en haut Aller en bas
 
penaos peus graet c'hwi evit deskiñ pe peurzeskiñ ar brezhoneg ?
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 3Aller à la page : 1, 2, 3  Suivant
 Sujets similaires
-
» Purification/rechargement tourmaline noire et oeil de tigre
» FLOTTILLE 32 F

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Kaozeadennoù diwar-benn ar brezhoneg / Discussions à propos du breton-
Sauter vers: