Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 kontadennoù en brezhoneg

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
AuteurMessage
breizh22



Messages : 35
Date d'inscription : 10/03/2012

MessageSujet: kontadennoù en brezhoneg   Sam Mar 10, 2012 8:08 pm

Me zo ho klask kontadenoù en brezhoneg. Krog hon a-boe ur pennad amzer da gontañ ba'r veihadegoù ,ha c'hoant am befe da zeskiñ traoù nevez. Peurvuiañ vez klevet memes tra bep tro, hag ouzhpenn se n'eus ket kalz tud ken da gontañ etre ar rez yaouankañ.

Marteze zo unnan bennak da zigas un tamm sklaerijenn diñ ?

Ha trugarez evit bezhañ ad-digoret ar forom brezhoneg ar bobl.


kenavo d'ar c'hentañ
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Lun Mar 12, 2012 10:20 am

Moaien 'zo kavout kontadennoù ar c'hasedigoù pe CD ba Dastum pe Brud Nevez.mod arall, kit e darempred get ur mediaoueg Dastum ha kit da furchal e-barzh. Estroch' aveit muzik a vez kavet.
Revenir en haut Aller en bas
Yann
Admin


Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Lun Mar 12, 2012 8:38 pm

"Kontadennoù ar bobl" gant Fañch an Uhel, me meus plijadur o lenn-se.
Revenir en haut Aller en bas
http://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
bugulnos



Messages : 9
Date d'inscription : 15/04/2012

MessageSujet: àr bont ar velin    Dim Avr 22, 2012 9:28 am


" àr bont ar velin " ur levr skrivet get Loeiza ar Meliner hag é tolpa sorbienniou a-tal kornad Boad.

.....ha get an droidigezh e galleg!!! mod-se aesoc'h eo.
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Dim Avr 22, 2012 12:17 pm

Ya, ha hemañ zo bet lakêd e néobreton daou pe tri bla so, 'gav dign, mod-se ê êssoc'h da lenn evid ar re n'ouzont ket brezoneg Twisted Evil
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Dim Avr 22, 2012 12:57 pm

Lakaet e oa bet e skritur peurunvan,met aes eo da welet ar gwenedeg. Ur langaj gwenendeg lennegel ha pinvig a-walc'h e oa hani Loeiza ar Meliner, evel hani he gwaz daoust dezhi bout bet brezhonegerez a-vihanik. Anat eo ne skrive ket él ma komze, él lod vrasañ skrivagnerion a Vro-Gwened. Se ne vire ket a 'Zihunamb' da gaout un niver brav a tud koumanantet.
Aveidin-me zo daou sort levrioù, ar re 'm eus c'hoant lenn hag ar re arall. Ar skritur,...bof
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Dim Avr 22, 2012 1:05 pm

Ar skritur zo bet cheñchet, mes traou zo bet cheñchet ive bar langaj: koñjugezonoù, cheñchamañchou son ha traou all. N'ê ket onest ober an dra-he. N'ê ket brezoneg Gwened kin, med kentoc'h eur meskaj. Gwellac'h vije bet embann 'neoñ en-dro 'gij 'oa. Kazi ê bet lakêt e "néobreton", n'eus kin ar pojou zo bet miret mez ar skritur hag ar grammer zo bet cheñchet, setu 'gavoñ null. Uniformisation et appauvrissement, 'gij vefe lâret e galleg.

C'hwi 'rec'h ket forz dam 'gomprenoc'h brezoneg, n'eus forz penôz vije skrivet, mez ar re zo krog diski brezoneg Gwened, ma lennont an traou-ze, n'ê ket brezoneg Gwened a zeskont mez kentac'h brezoneg standard ga pojou gwenedeg 'barz. Me 'meus bed kleved brezoneg Langidig (Loeiza ar Meliner 'voa deuz ar barrez-se, m'a bai) alïez bar radio, mez pa lennoñ "Ar bont ar velin" mod-neve, anveoñ ket ar parlant-se kin.
Setu diformet ê bet ban embannadenn neve
Revenir en haut Aller en bas
paotr-bag



Messages : 3
Date d'inscription : 22/04/2012

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Lun Avr 23, 2012 6:08 pm

Bout skrivet en-dro ar levr-se e peurunvan ne lak ket breton Loeiza Ar Meliner da vout néobreton, ur sort ! Ne faot ket lâret kalz ne vern petra, alkent !
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Lun Avr 23, 2012 8:34 pm

Citation :
Bout skrivet en-dro ar levr-se e peurunvan ne lak ket breton Loeiza Ar Meliner da vout néobreton, ur sort ! Ne faot ket lâret kalz ne vern petra, alkent !

lâret 'moa an dra-he 'vid farsal eun tammig, mez gwir ê 'voa ket êmm cheñch kement a draou da lakad traou deuz grammer an néobreton ba lec'h re brezoneg Gwened. D'ober petra? Re-zod ê ar lennerien evid kompren "lâramp" e-lec'h "lâromp", tram "gorteit" e-lec'h "gortozit" ha me 'oar petra c'hoaz?
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 33
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   Mar Avr 24, 2012 11:14 am

breizh22 a écrit:
Me zo ho klask kontadenoù en brezhoneg. Krog hon a-boe ur pennad amzer da gontañ ba'r veihadegoù ,ha c'hoant am befe da zeskiñ traoù nevez. Peurvuiañ vez klevet memes tra bep tro, hag ouzhpenn se n'eus ket kalz tud ken da gontañ etre ar rez yaouankañ.

Marteze zo unnan bennak da zigas un tamm sklaerijenn diñ ?

Ha trugarez evit bezhañ ad-digoret ar forom brezhoneg ar bobl.


kenavo d'ar c'hentañ

War ma blog gavi un tamm bihen da dorr da sec'hed
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: kontadennoù en brezhoneg   

Revenir en haut Aller en bas
 
kontadennoù en brezhoneg
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Brezhoneg ar bobl :: Goelou, Treger, Kerne-
Sauter vers: