Brezhoneg ar bobl
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.

Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  Dernières imagesDernières images  RechercherRechercher  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  
-20%
Le deal à ne pas rater :
Pack Gigabyte Ecran PC Gamer 27″ LED M27Q (rev2.0) + Radeon RX 6950 ...
749 € 939 €
Voir le deal

 

 Brezhoneg pobl ba Diwan? :D

Aller en bas 
4 participants
AuteurMessage
Yann
Admin



Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMar Juil 17, 2012 9:59 am



Petra 'soñjet deus se?
Revenir en haut Aller en bas
https://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMar Juil 17, 2012 10:11 am

Gwellac'h an heñi geñtañ 'vid ar re-all a-dra-sur, daoust d'ar c'homzou drol teu gati ur wech tre vare (raktres, sevenadur ha me-oar..).

Med un dra meus da houll 'mestra : Ar mod-se 'ma an taol-mouezh ba Brec'h ? Din-me, n'é ket gol greñw 'ha...

'Vid pezh é ar re-all : brezhoneg Diwan pur-ju kwa Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMer Juil 18, 2012 8:19 am

An hani getañ a gaoja breton Gwened uhel propr. Ma kaojahe an holl a zo e teskiñ breton élti, ne vehe ket fall dija. Kamaraded 'm eus, brzehonegerion a-vihanik anezhe ha n'o-deus ket un aksant kreñvoc'h.
Sko àr Diwan pe ar skolioù zo un tammig re aes. Mestr-skol oen bet pad bleziadoù. Lod a ma skolidi a gaoja ur breton propr, lod arall ne rant ket. Ne c'hella ket ar skol gober pep tra, ar familh a gonta ivez. Soñj 'meus ag ur paotrig a veze e c'hoari bouloù bep merc'her get ar re gozh, hennezh en doe un aksant brav. Bugale zo zo intereset, lod arall nebeutoc'h. Met ne c'hellamp ket choej pa zaant da enskriviñ o bugale.
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMer Juil 18, 2012 8:47 am

pourlet56 a écrit:
An hani getañ a gaoja breton Gwened uhel propr. Ma kaojahe an holl a zo e teskiñ breton élti, ne vehe ket fall dija. Kamaraded 'm eus, brzehonegerion a-vihanik anezhe ha n'o-deus ket un aksant kreñvoc'h.

Ya, mad. Pezh ma c'hoant da hoûd.

pourlet56 a écrit:

Sko àr Diwan pe ar skolioù zo un tammig re aes. Mestr-skol oen bet pad bleziadoù. Lod a ma skolidi a gaoja ur breton propr, lod arall ne rant ket. Ne c'hella ket ar skol gober pep tra, ar familh a gonta ivez. Soñj 'meus ag ur paotrig a veze e c'hoari bouloù bep merc'her get ar re gozh, hennezh en doe un aksant brav. Bugale zo zo intereset, lod arall nebeutoc'h. Met ne c'hellamp ket choej pa zaant da enskriviñ o bugale.

Ya med goûd a houz's koulz 'veldin-me lar vé kaojeet ga'r lod brassañ deuh ar brofesserien mehmod 'vel ar re-all a zo amañ ba'r video. N'o ket laket ar vugwal da gaojèl propr gad ur professer a gaojev neobretoñ, sklêr é. Med mod-all é gwir pezh teus laret, pezh a lak an traou mignac'h kompliket c'hoazh.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMer Juil 18, 2012 8:57 am

Lod brasañ, marse pas, met tost d'an hanter. Diaes eo kavet kelennourion, hag ba'n ekzamen 'vez pouezet àr ar maths hag ar galleg.Lod zo korbellet pa gaojont ur breton mat tre.
Hag en endro brezhonek 'vanka 'maez ag ar skol. Soñj m eus bout bet get ma skolidi ba ur foar kezeg, goulennoù o-doa da sevel get an dud. Lod o-dao kaset anehe da gac'hat ("vous feriez mieux d'apprendre le français", pe traoù ken speredek). Ne oa ket un afer a aksant, reoù er blez-se 'gaoje mat.
Me 'anava ivez lod a gaoja ur breton fall ba'r skol ha mat ba'r gêr.
Revenir en haut Aller en bas
Yann
Admin



Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMer Juil 18, 2012 7:52 pm

pourlet56 a écrit:

Sko àr Diwan pe ar skolioù zo un tammig re aes.

Neuze n'eo ket faot den ebet, evel-se 'mañ hag echu ar gaoz gant-se?
Se zo re aes ivez gav din. N'eo ket ar brofeseurien zo kaoz deus tout matreze met memestra n'int ket ar re ziwezhañ...
Revenir en haut Aller en bas
https://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
Sophia29
Admin



Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMer Juil 18, 2012 9:05 pm

Ba skoliou lec'h 've sañset ar vugale diski eur langaj, ê red da dout ar brofesseurien kôzeal brezoneg mad (kenkoulz 'vel galleg, 'benn ar fin). Ma 'gôzeont ket mad, arabad rekruta 'nê. Red ê 'teskefent brezoneg mad da genta, ha bea laked professeurien gou'ze. Mod all 'ya ked en-dro. Simpl a-walc'h ê neuhe. Ha diski brezoneg mad n'ê ket un dra diêz-spontus da ober, var ar forom-mañ zo meurd a zen zo deud a-benn da ziski brezoneg mad. Re-laksist ê ar re a choaz ar brofesseurien matresse...

Citation :
Me 'anava ivez lod a gaoja ur breton fall ba'r skol ha mat ba'r gêr.

perag 'gôzeont fall bar skol Question
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeJeu Juil 19, 2012 1:15 am

Sophia29 a écrit:

perag 'gôzeont fall bar skol Question

Dram na blij ket kalz d'an dud be disheñvel deus ar re-all, ha mignac'h ar vugwal 'vid o zud c'hoazh. Ha dram a-se, ma vé kaojeet fall ba'r skoul ga'r lod brassañ deus ar vugwal, professerien hag-all, 'benn-neuhe vo kaojeet fall ga'r re oar kaojèl mad mehmod. Ar mod-se 'ma 'r jeu 'vid kalz traou : mond deus ar his.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeJeu Juil 19, 2012 7:41 am

Per-Kouk a écrit:
Sophia29 a écrit:

perag 'gôzeont fall bar skol Question

Dram na blij ket kalz d'an dud be disheñvel deus ar re-all, ha mignac'h ar vugwal 'vid o zud c'hoazh. Ha dram a-se, ma vé kaojeet fall ba'r skoul ga'r lod brassañ deus ar vugwal, professerien hag-all, 'benn-neuhe vo kaojeet fall ga'r re oar kaojèl mad mehmod. Ar mod-se 'ma 'r jeu 'vid kalz traou : mond deus ar his.

Ya, gwir eo, ha memes get ar re gozh e vez klevet re alies "o,me ne gaojan ket mat, ar breton dre amañ n'eo ket mat..."
Ne lâran ket n'eo ket dre faot den erbet : ar problem kentañ zo liammet get ar skol ba Bro-Frañs : rediet eo bet Diwan hag ar skolioù brezhoneg arall bout dizan ar Stad ha gober doc'h ar programoù, rekrutiñ ar gelennerion doc'h kriterioù ar Stad. Ha lod vrasañ ar familhoù ne rant ket van ag ar breton. Ba tolpadoù get tud bugale ar c'hals e vez kaojet ur bochad muioc'h a vatematik pe a c'halleg...
Bout zo ivez kelennerion ne rant ket foutre kaer ha a greda dezhe e kaojont mat, a gaoh m'o deus paket ur licence ba Roazhon pe Vrest. Du-hont ivez o-dehe da vout sirius...
Stad ar breton ba'r skolioù zo 'benn ar fin stad ar brezhoneg hiriv an deiz, aj ne blija ket din muioc'h aveit deoc'h.

Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeJeu Juil 19, 2012 8:25 am

pourlet56 a écrit:

Ya, gwir eo, ha memes get ar re gozh e vez klevet re alies "o,me ne gaojan ket mat, ar breton dre amañ n'eo ket mat..."

Ya med vênt ket chikouret ga'r pezh zigouev ba'r skoliou, vênt ket 'vid kompren pezh vé laret na ba'n tele, na ga'r brofesserien alïes a-walc'h... Komplekset walc'h oaint deja, oa ket daw kompleksiñ 'nehe mignac'h c'hoazh ga disklipañ ur langaj n'ogn ket 'vid kompren...

pourlet56 a écrit:

Ne lâran ket n'eo ket dre faot den erbet : ar problem kentañ zo liammet get ar skol ba Bro-Frañs : rediet eo bet Diwan hag ar skolioù brezhoneg arall bout dizan ar Stad

Ar re-he 'n-heñi vé klask be dindan ar Stad papred 'vel papred.

pourlet56 a écrit:

ha gober doc'h ar programoù, rekrutiñ ar gelennerion doc'h kriterioù ar Stad.

Ya matresse, med n'o ket poueet james ga Diwan war ar brofesserien 'vid lak anehe da gaojèl 'veld an dud, ma vije bet vefe gouiet. N'eus kime gwel ar re zo, pe oa, ba penn Diwan

pourlet56 a écrit:

Ha lod vrasañ ar familhoù ne rant ket van ag ar breton.

Un tamm bi'n 'mestra pé neugn laket o bugwal barzh ur skoul lec'h vé disket brezhoneg.

pourlet56 a écrit:

Ba tolpadoù get tud bugale ar c'hals e vez kaojet ur bochad muioc'h a vatematik pe a c'halleg...

Ya, sur a-walc'h dram vé ket kaojeet brezhoneg gate da zigeñtañ. 'N-om fïou rant ba'r brofesserien 'benn da ziskiñ brezhoneg d'o bugwal. Foutr penaos ar lod brassañ deuh an dud n'ouont ket sort e-bed war-boues ar brezhoneg fall vé disket ba'r skoul, ar re-he gred dehe lar n'eus ket voien d'ober mod-all, evolussïon ar langaj ha me-oar pessa koniri bet rïotet dehe dibowe zo dibowe... Fin 'houzes a-walc'h kwa.

pourlet56 a écrit:

Bout zo ivez kelennerion ne rant ket foutre kaer ha a greda dezhe e kaojont mat, a gaoh m'o deus paket ur licence ba Roazhon pe Vrest. Du-hont ivez o-dehe da vout sirius...

Ah ya 'hat.

pourlet56 a écrit:

Stad ar breton ba'r skolioù zo 'benn ar fin stad ar brezhoneg hiriv an deiz, aj ne blija ket din muioc'h aveit deoc'h.

Din-me vo kasset ar brezhoneg gwir d'ar marw buannoc'h c'hoazh, ha grass d'ar Stad d'en-im zisammañ deuh ar labour, gwraet a vo ga'r re zo sañset klask soveteiñ ar langaj... Ma trist é.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Sophia29
Admin



Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeJeu Juil 19, 2012 3:50 pm

Tout est dit, gij ve laret e galleg... ar vugale a gôzev mad 've red dê kôzeal fall ba skol evid bea akseptet ga'r re all. Setu da betra 'jervij ar skoliou-ze? Diski brezoneg fall d'ar vugale ha n'ouzont ket brezoneg c'hoaz, hag ampech ar re 'gôzev mad da gôzeal mad. 'Benn ar fin ma vije ket bet skol ebedt mod-se, 'vije bet gwellac'h an traou, kar ar re 'gôzev mad 'vije bet leusket da gôzeal mad... 'vije ket grêt goap deuhoute.

Nag a draou zo da jeñch bar skoliou-se... ma n'ê ket re-zivead. Matrehe n'ê ket re-zivead ba lehiou zo (Kreiz Breiz, Leon, Treger?), mez red 'vefe cheñch tou'n traou diouztu. Daoust hag-eñw int prest da ober?
Revenir en haut Aller en bas
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeVen Juil 20, 2012 1:02 pm

Me anava div skol da nebeutañ ba Morbihan, a vez kaojeet ur breton Gwened propr bannezhe. Sur 'walc'h zo reoù arall ba kornioù arall. Me anava lod ivez....
Arlerc'h, pe e kaoja ar bugel get brezhonegerion wir, ha peurliesañ e klask gober élte, pe ne ra ket, tampir eitoñ. Se 'me eus gwelet get ma skolidi gozh.
Revenir en haut Aller en bas
Yann
Admin



Messages : 108
Date d'inscription : 02/03/2012

Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitimeMar Juil 24, 2012 5:00 pm

pourlet56 a écrit:
Me anava div skol da nebeutañ ba Morbihan, a vez kaojeet ur breton Gwened propr bannezhe. Sur 'walc'h zo reoù arall ba kornioù arall. Me anava lod ivez....
Arlerc'h, pe e kaoja ar bugel get brezhonegerion wir, ha peurliesañ e klask gober élte, pe ne ra ket, tampir eitoñ. Se 'me eus gwelet get ma skolidi gozh.

Ya, sur, pezh zo n'eo ket aes en em gavout gant brezhonegerien pa ver ket deus ur familh lec'h vez kaozeet brezhoneg, pe deus kêr.

Ret vije d'ar skolioù sikour ar vugale hag ar grennarded da gavout tud ha da vont da welet 'nezhe...
Pezh 'reont 'wechoù, met pas kalz.
Revenir en haut Aller en bas
https://brezhonegarbobl.forumgratuit.org
Contenu sponsorisé





Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Empty
MessageSujet: Re: Brezhoneg pobl ba Diwan? :D   Brezhoneg pobl ba Diwan? :D Icon_minitime

Revenir en haut Aller en bas
 
Brezhoneg pobl ba Diwan? :D
Revenir en haut 
Page 1 sur 1
 Sujets similaires
-
» thèse sur le diwaneg : diwan, pédagogie et créativité
» kontadennoù en brezhoneg
» BREZHONEG DIGOR
» Mettre bas e brezhoneg
» Radios e brezhoneg

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Brezhoneg ar bobl :: Brezhoneg Bro-Gwened-
Sauter vers: