pod pri ha jildouroun, adarre !
e-barz ar strobadig "stajoù brezhoneg evit an dud deuet" (DAO, 2015) am eus pennaouiet an tamm farsus-ma :
(KEAV) bep hañv e vez bodet er staj ur c'hant den bennak laouen d'en em gavout, klevout ha komz brezhoneg kement ha studiañ ar yezh e-pad ur sizhunvezh pe zaou"
un drall a veze moiaen da lenn er vloaveziou paset : ret eo d'ar stajidi bezañ en o bleud gant ar yezh komzet
fe', petra ar foultr a ra ma n'eo ket gouest ar re a ra wardro da zibluennañ propik ?
sizhunvezh : féminin, "e-pad ur sizhunvezh pe ziv" nondegast, ma jomer gand roazhoneg diantao, giz all eo gwelloc'h lavaret "un eiztez pe ur pemzektez" e brezoneg, teo ha puill
pa soñjer e kaver tud en o zouesk az a d'ober goap ouzom-ni plouked pa ne skrivom ket dalc'hmad e brezhoneg, kempenn o zoull fleriuz araog kac'had ne vije ket falloc'h