Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  CalendrierCalendrier  FAQFAQ  RechercherRechercher  GroupesGroupes  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  

Partagez | 
 

 Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne

Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Aller en bas 
Aller à la page : 1, 2  Suivant
AuteurMessage
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Avr 28, 2012 5:03 pm

"Salud dec'h toud.

Pell zo ma ket laket un dra mennaket war ma blog, med sa'et é ma joñj din da embann an tamm diksionèr oain 'h ober war e dro war an internet ar wechad-mañ.

Hemañ vo digoust, moulabl ga pep heñi ahan'h, droad da roiñ d'ar re-all, ha kargabl diwar ma blog war-eñwn. Ranket dec'h lesk ma hano war an diksionèr 'vel-just, arabad gwerzhañ 'nehoñ, arabad cheñch anehoñ heb goull genin a-raog. Laket vo traou 'zhpenn barzh hir-ma-hall, hag hadembannet vo ur wech tre vare pé ho mignac'h draou barzh.

Pezh zo ba'n diksionèr zo komzennou, frasennou, ha me-oar... bet laret ga brezhonegerien ba Kreis-Breizh (war-eün, ga añrejistramañchou pe ga leveriou-dastum). N'eus na komzou neve na traou sa'et diwar nintra ba'nehoñ : brezhoneg gwir neuhe.

Da gentañ oain ket 'vid mond prim, nag ingal ba ma labour, med dibowe mis pe zow zo béc'h war'ha'on 'benn klask diluiañ an traou 'n mod propr. Michañs blijo an tamm labour-mañ dec'h hag a po un tamm plijadur é klask traou war'nehoñ.

Mil mersi da :

- Pierre-Marie Guillou deus Plouïe (bet disket ur bilbern traou gantoñ, laket eint bet ba'n tamm diksionèr-mañ)
- Christiane Fer 'vid ar bern añrejistramañchou bet laket war an internet gati, bet é bet wel kalz tud ba'r vro, ; Tud a ree war-dro Kazetenn ar Menez 'vid ar labour noant gwraet ba'r blavechiou pe'r-ugent, añrejistret tud heleizh gate.
- Ma zad 'vid e damm chikour (trañskrivañ ha klask stummou kozh ar c'homzou)
- Ma mamm, ma yontr, ma mamm-gozh ha ma za-kozh, Irène deus Plouïe, Gilberte deus Berrien, Jean-Marie deus an Uhelgoat, ameseien ha toud ar re neus laret tra pe dra e brezhoneg
- Jean-Marie Ploneis 'vid e studi war brezhoneg Berrien, Francis Favereau 'vid e heñi war brezhoneg Poullaouen, Makoto Nagushi 'vid e lewr kozh Skol Vrezhoneg An Uhelgoat, hag Albert Deshayes 'vid an diksionèr etimolojik bet gwraet gantoñ.

(tost da 1500 komz zo barzh, ha n'é ket echu c'hoazh)
"

----------------------------------------------------------------

'Vid kargañ 'nehoñ n'eus kime mond war ma blog (brezhoneg digor), me meus ket droad da lakad liammou amañ hi-mañ 'vid ar mare


Dernière édition par Per-Kouk le Mer Jan 02, 2013 8:26 pm, édité 3 fois
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
pourlet56



Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Avr 28, 2012 5:30 pm

Mersi bras deoc'h !
Revenir en haut Aller en bas
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Avr 28, 2012 5:32 pm

'Meus kin med eun dra da lâred: waou.

Pefe ked voaien lak ar fonetik 'kichen peb poz? gwellac'h c'hoaz vefe, kar ar re zo 'tiski 'ouefont ket atô peseurt mod 've distaget an traou matrehe.

Edit: 'teuoñ ket a-benn da delecharji an diw lodenn divea... n'ouzon ket dam da beta.
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Avr 28, 2012 5:42 pm

Sophia29 a écrit:

Pefe ked voaien lak ar fonetik 'kichen peb poz? gwellac'h c'hoaz vefe, kar ar re zo 'tiski 'ouefont ket atô peseurt mod 've distaget an traou matrehe.

Ya matresse a-walc'h, an dra-he zo bet laret din dija med n'on ket paotr ar fonetik, n'oun ket barreg war an dra-he ha daw vefe tap ur softwer digor 'vid kaoud ar signou-toud, pé meus ket internet kin ba'r gêr.

Mod-all ma peus c'hoant da lared tra pe dra, pe da zivankañ un dra mennaket, vïou-koukoug, pe lakad traou 'zhpenn peus kime lared din hag a vo gwel.

Displeget ho choñj neuhe Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Avr 28, 2012 5:49 pm

Sophia29 a écrit:

Edit: 'teuoñ ket a-benn da delecharji an diw lodenn divea... n'ouzon ket dam da beta.

Cheñchet an traou, michañs 'h ay gwellac'h an traou ar mo-se.

Edit: Matresse 'h a skuizh ar sit buan a-walc'h 'e, meus ket amzer da sell a-dost, gwelet vo divetoc'h
Edit 2 : Daw é go'tos pell a-walc'h 'benn da gargañ ar fichier diwar ar sit, med moien zo 'velkeñt
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Dim Avr 29, 2012 6:09 pm

Diksionèr bet divanket ha kresket d'an 29 a vis-ebrel 2012 (0.1a)
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Mer Mai 09, 2012 1:04 pm

Diksionèr bet divanket ha kresket d'an 9 a vis-maï 2012 (0.15F)

Cheñchamañchou :

mod 0.15F :
- Laket ar stummou koshañ deus peb komz ha pedavare eint bet ka'et.
- Laket ar fonetik ba'r lodenn gentañ (A-E)
- Kresket, divanket ha kempennet

DIKSIONÈR 0.15F
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Jeu Mai 24, 2012 10:32 am

Diksionèr bet divanket ha kresket d'an 23 a vis-maï 2012 (0.17K)

Cheñchamañchou :

mod 0.17K :
- Laket ar fonetik ba'n eil lodenn da beked K (A-K)
- Kresket (+100 komz barzh, ha troiennou heleizh...), divanket ha kempennet

----------

Cheñchet é bet ar sit lec'h ma laket an diksionèr da gargañ, bremañ vo aessoc'h mond ga hemañ michañs
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Sophia29
Admin


Messages : 264
Date d'inscription : 13/03/2012
Localisation : Breiz-Izel

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Jeu Mai 24, 2012 4:12 pm

cheers
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Ven Mai 25, 2012 11:09 am

Diwallet, aet oain a-dreus pé ma laket an diksionèr war an internet (ar mod 0.17K), tou'n traou zo mad seped ar lodenn gentañ, hadlaket meus an heñi gozh. Laket vo an heñi vad pé gavin an tu da gargañ traou war an internet, m'eus ket internet kin ba'r gêr ha ba ma labour n'eus ket voien d'ober.

Hag a mod-all laret din ma teu dec'h digoueo ga mankadennou, traou droch pe un dra mennaket a vefeh nec'het gantoñ, mod-se 'h ay war-wellaad un tamm bi'n
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Sam Mai 26, 2012 12:53 pm

EDIT : Hadlaket ar lodenn gentañ neve plass an heñi gozh
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
blewig



Messages : 8
Date d'inscription : 18/06/2012

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Mar Juin 19, 2012 10:48 am

Gourc'hemennoù deoc'h evit ho labour !
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Ven Juin 22, 2012 9:05 am

Diksionèr bet divanket ha kresket d'an 22 a vis-even 2012 (0.18K)

mod 0.18K :
- Kresket (+200 komz barzh, ha troiennou heleizh...), divanket ha kempennet
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Mer Jan 02, 2013 8:23 pm

Blavezh mad dec'h toud Smile

Bon pell zo ma ket gwraet nintra war an tamm diksionèr-mañ, diskourajet un tamm... Med 'benn ar fin oun krog d'ober un tamm netaad d'an diksionèr : divankañ 'nehoñ, diskoachañ vïou-koukoug, diskammañ ar frasennou galleg, lak ar fonetik 'vid toud (pluriel ha-toud...). Gwraet ar lodenn gentañ dija. Laket meus tammou traou-all 'zhpenn, komzou hag-all, ba'nehi ha ba'n teir lodenn-all.

DIKSIONÈR KREIS-BREIZH mod 0.18-1

(A-E)
http://www.up-shack.com/assets/upload/6deede7b97c01317841ccc4825013b2d.pdf

(F-K)
http://www.up-shack.com/assets/upload/090fa792fea0ff90612a7174598e9796.pdf

(L-P)
http://www.up-shack.com/assets/upload/4489939bbd6a9f18e0bcbc2313f5e69b.pdf

(R-Z)
http://www.up-shack.com/assets/up/cab897c0a2542f363927e9102508b2e4.pdf

Pé vo echuet ga'n eil lodenn vo embannet an diksionèr en-dro, ha mehmod 'vid an diw re-all.
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
maxi



Messages : 2
Date d'inscription : 17/09/2012

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Jeu Jan 03, 2013 8:02 am

Mil bravo doc'h vit hoh labour ESKLAMMUS, paotr Kreiz-Breiz ! 'Faota ket doc'h bê diskourachet : dalc'h da vont zo d'ôr, kentac'h, ha pas ôr van dah pez 'joñj an dud (ha 'ront ket nitra 'ne dah o zu, peurliesañ).
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Jeu Jan 03, 2013 12:44 pm

maxi a écrit:
Mil bravo doc'h vit hoh labour ESKLAMMUS, paotr Kreiz-Breiz !

Mersi dit

maxi a écrit:

'Faota ket doc'h bê diskourachet : dalc'h da vont zo d'ôr, kentac'h, ha pas ôr van dah pez 'joñj an dud (ha 'ront ket nitra 'ne dah o zu, peurliesañ).

N'é ket an dra-he é, diskourachet oain un tamm dram a joñje din lar an dud oaint ket interesset ga'n dra-he, hag ur sakredïe labour é, an dra-he houll amzer, dram betra dalc'h da voueta an diksionèr ma jervich ket da zen e-bed...

Fin, sell pezh oa ba ma joñj pad un treuched... Bremañ é deut ar gourach en-dro.

----------

Hag a mod-all droad peus toud da zivankañ traou ba'n diksionèr, laret din hag a vo cheñchet da-houde. Drol é lar n'eus ket bet ka'et sort e-bed ga den e-bed beked-henn... Traou kamm oa, hag a zo papred sur a-walc'h
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Ven Mar 22, 2013 10:07 pm

Salud dec'h-toud.

Echuet é ga'r fonetik, laket 'vid pep komz ba bep form deusoute ba'n diksionèr. Labouret meus war'nehoñ kalz ha deut zo un dow c'hant komz bennaket 'zhpenn, ha troiennou ha-toud. Divanket pizh an traou 'e, ha kempennet un tamm.

Moien zo dec'h karg an traou diwar ma blog, pe diwar ar sit lec'h 'ma an diksionèr war-eñwn :

Diksionèr Kreis-Breizh mod 0.2

A-E : http://www.up-shack.com/assets/upload/67ea0797436c113b5d1989e4bfede39d.pdf

F-K : http://www.up-shack.com/assets/up/8308edbf96178bf6bcf9b1f8651d2dc7.pdf

L-P : http://www.up-shack.com/assets/upload/6c45902817b4c040c210660dee5ea5fd.pdf

R-Z : http://www.up-shack.com/assets/up/50b6d055678a2f384178cc3a886d244d.pdf

'Michañs po un tamm plijadur ga'n diksionèr-mañ
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Nikolaz



Messages : 74
Date d'inscription : 14/03/2013

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Dim Mar 24, 2013 3:54 pm



me ia d'en télécharjein aben!
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Mer Mai 29, 2013 12:12 am

Salud dec'h toud.

Kresk a ra an diksionèr 'vel ar lann war ar lein, tri c'hant komz barzh 'zhpenn ha troiennou ha-toud, deut ar gourach en-dro, kourajus é.

Ar mod-all ma cheñchet toud an '''' ha laket ( ) ba'n o flass ga'r lizherenn(ou) bet lonket barzh, 'benn a vefe aessoc'h d'an dud da daped ba'n diksionèr da-houde

A - E : http://www.up-shack.com/assets/up/804d27313fdb49c6e8bc3e57487d1c04.pdf

F - K : http://www.up-shack.com/assets/upload/55435557db3918d2e35408fe2efaaa49.pdf

L - P : http://www.up-shack.com/assets/up/3fb9d1310690b112bc6b95fd81d6be2d.pdf

R - Z : http://www.up-shack.com/assets/upload/02baa707cf9923f53bf6cac57ecb3382.pdf

Laret ho choñj neuhe Smile
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Dim Sep 29, 2013 12:22 pm

Salud dec'h.

Kresket an traou c'hoazh ha laket da gargañ war ma blog

mod. 0.26 ('Zhpenn 2600 komz)

- Kresket (+400 komz barzh, ha troiennou heleizh...), divanket ha kemennet pizh, digoueet zo un nebeud parrechou neve

http://www.myreader.toile-libre.org/Dictionnaire_A_E.pdf

http://www.myreader.toile-libre.org/Dictionnaire_F_K.pdf

http://www.myreader.toile-libre.org/Dictionnaire_L_P.pdf

http://www.myreader.toile-libre.org/Dictionnaire_R_Z.pdf

Chechet ganeh Smile 


Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Toñtoñ Cherm



Messages : 7
Date d'inscription : 07/01/2013

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Dim Sep 29, 2013 8:51 pm

Mersi doc'h

Ha ur mod mennak zo 'da ga'et an traoù nevez-laket barz ? N'ouzon ket, gad eur § pe + da gomañs ar pennad lakomp.

Ar wech all
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Dim Sep 29, 2013 11:47 pm

Salud,

Gomprenon ket re ? Petra faot dit goûd ?

Matresse zo lojissielou 'vid lak dow fichier kost-ha-kost 'benn kaoud pezh zo disheñvel, n'ouzon ket 'ha, matrehe a-walc'h.

Petrame me, deus ma zu, rin ket nintra 'vid lak war-wel petra zo bet cheñchet, mod-all luiefe vounnis an traou, kar michañs bremañ 'h ay founnissoc'h an traou neve ba'n diksionèr pé vé ke chechet kin ma rèr genin-me bremañ da beked re war-boues sort traou-te, 'vel a reen un tammig so.

Ma teu un dra mennaket da joñj din 'vid ober pezh teus c'hoant 'velkent, lar demp Smile

Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Toñtoñ Cherm



Messages : 7
Date d'inscription : 07/01/2013

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Lun Sep 30, 2013 9:37 am

Adsalud,

Ma, kaoud ra dign la eo dao dign espliko gwelloc'h. Me zo eun deber-diksionerioù (mod-se 'ma kea, pepini e blijadur !) sète 'meus be' lennet hoc'h hi' dija deus ar gomosamant tre da veked ar fin 'blam da wel' digeoñ mivoa kle'et ar memes gerioù pe digeoñ vefe ket eun digare hiniennoù bennak ne' .

Hag pezh a ginnigan doc'h (ma 'h oc'h kontant, anat toc'h) eo lakad eur sin bennak a-rôg pip ger nevez-laket ba version-mañ-version. Lakomp ar ger disklassañ 'moa ket ka'et 'rôg 'noñ (gav tin, meus ket verifiet) :

Citation :
DISKLASSAÑ [dis'klasə] : [disclaça 1659] vb. ; Écarquiller (cf. DIBOUPAÑ / DISKLAFAÑ) Disklasset e zowlagad : Les yeux écarquillés (Plouïe, Ku)
loc. Disklassañ deus ub. : Dévisager qqn. ; Yann zisklass deuhoute a-walc'h : Yann les dévisagent bien (Ploneve ar Vaou, Ku)
Hag ahe peus voien da lakad eun § da zeuskouez la 'moc'h 'tihan lakaat neoñ ban diksioner petamant ba kichen an troiennoù ne. Da c'houde me (hag ar re all nefont kim mè klask "§" bar moteur de recherche al lennerez PDF. Gwel' rit ?

Citation :
§ DISKLASSAÑ [dis'klasə] : [disclaça 1659] vb. ; Écarquiller (cf. DIBOUPAÑ / DISKLAFAÑ) Disklasset e zowlagad : Les yeux écarquillés (Plouïe, Ku)
§ loc. Disklassañ deus ub. : Dévisager qqn. ; Yann zisklass deuhoute a-walc'h : Yann les dévisagent bien (Ploneve ar Vaou, Ku)
Esperañs meus la 'moñ ket tiskrapañ kaochioù hag e chervicho memestra.

Ar c'hentañ tro
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk



Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 34
Localisation : Kreis-Breizh

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Lun Sep 30, 2013 11:23 am

Toñtoñ Cherm a écrit:
Ma, kaoud ra dign la eo dao dign espliko gwelloc'h. Me zo eun deber-diksionerioù (mod-se 'ma kea, pepini e blijadur !) sète 'meus be' lennet hoc'h hi' dija deus ar gomosamant tre da veked ar fin 'blam da wel' digeoñ mivoa kle'et ar memes gerioù pe digeoñ vefe ket eun digare hiniennoù bennak ne'
Ah bon, ha peus ket ka'et traou da zivankañ pe da ziskammañ ba'nahoñ neuhe ? Deus an dro out-te neuhe ?

Toñtoñ Cherm a écrit:

Hag pezh a ginnigan doc'h (ma 'h oc'h kontant, anat toc'h) eo lakad eur sin bennak a-rôg pip ger nevez-laket ba version-mañ-version. Lakomp ar ger disklassañ 'moa ket ka'et 'rôg 'noñ (gav tin, meus ket verifiet)
Ya an dra-he ma komprenet mad neuhe. Med amañ 'hi-mañ vo gwraet matrehe 'zhpenn kant cheñchamant 'benn vo echuet, ma teu din echuiñ 'nahon, ha da-neuhe ma vé laket tammou traou bihen ar mod-se ba'n diksionèr, hag un' neve bep kwech, an dra-he n'o ket braw 'nahoñ.

Toñtoñ Cherm a écrit:

Hag ahe peus voien da lakad eun § da zeuskouez la 'moc'h 'tihan lakaat neoñ ban diksioner petamant ba kichen an troiennoù ne. Da c'houde me (hag ar re all nefont kim mè klask "§" bar moteur de recherche al lennerez PDF. Gwel' rit ?
Ya, ma vije kimed ur cheñchamant d'ober ur wech ar bla ya, med amañ 'hi-mañ, 'vel meus skrivet damai, 'h ay founnis an traou da 'n-om luiañ.

Toñtoñ Cherm a écrit:

Esperañs meus la 'moñ ket tiskrapañ kaochioù hag e chervicho memestra.
Yeo, peb avis neus e vagadurezh 'benn ar fin.

Moien vefe din lakad pep komz neve (pass an troiennou) barzh ur fichier bihen ha spegañ an dra-he ba'r forom amañ 'hi-mañ, mod-se vo gouiet war-boues ar gomjou neve bet.

Petar é da joñj war an dra-he ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Toñtoñ Cherm



Messages : 7
Date d'inscription : 07/01/2013

MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   Lun Sep 30, 2013 8:57 pm

Deud on en-dro bremañ

Per-Kouk a écrit:
Moien vefe din lakad pep komz neve (pass an troiennou) barzh ur fichier bihen ha spegañ an dra-he ba'r forom amañ 'hi-mañ, mod-se vo gouiet war-boues ar gomjou neve bet.
Sell ahe eur joñj kaer ! Mersi bras dit. Me zo eun tamm beg-mersi-meus-ked-imm 'meus aon. Gwir eo 'meus gwelet tammoù traoù da zivankañ amañ pe ahe me' vi' c'hoazh 'meus ket laket 'ne tre war ar paper ha 'meus ket c'hoant da bismigañ labour eun' neus graet an dra-he evid eur gwenneg toull...

Ale chañs vat dit

Revenir en haut Aller en bas
Contenu sponsorisé




MessageSujet: Re: Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne   

Revenir en haut Aller en bas
 
Diksionèr Kreis-Breizh / Dictionnaire du centre-Bretagne
Voir le sujet précédent Voir le sujet suivant Revenir en haut 
Page 1 sur 2Aller à la page : 1, 2  Suivant
 Sujets similaires
-
» Les archives des ducs de Bretagne bientôt sur le net :Breizh Novopress.info
» mise à jour dictionnaire faits historiques en Bretagne
» Pour ou contre un centre d'accueil pour les migrants ?
» Centre de Ressources Autisme Bretagne (Bohars - 29)
» Projet mini-bibliothèque en centre de loisirs pour enfants

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Brezhoneg ar bobl :: Goelou, Treger, Kerne-
Sauter vers: