Brezhoneg ar bobl
Vous souhaitez réagir à ce message ? Créez un compte en quelques clics ou connectez-vous pour continuer.

Brezhoneg ar bobl

Un nouveau forum pour ceux qui veulent apprendre, parler, partager le breton populaire...
 
AccueilAccueil  Dernières imagesDernières images  RechercherRechercher  S'enregistrerS'enregistrer  ConnexionConnexion  
Le Deal du moment : -50%
-50% sur les sacs à dos pour ordinateur ...
Voir le deal
19.99 €

 

 Buhe ba lec'h-all ?

Aller en bas 
2 participants
AuteurMessage
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Buhe ba lec'h-all ? Empty
MessageSujet: Buhe ba lec'h-all ?   Buhe ba lec'h-all ? Icon_minitimeJeu Mai 30, 2013 1:07 pm

Dond a ra joñj din deus un dra ha ma skrivet war ma blog un tammig so, michañs teuy tud da zispleg o joñj diwar-benn an dra-he. Set' pezh ma skrivet neuhe :

Dec'h ma lennet un dra ha neus laket 'ha'on da c'hoarzhin. Klask zo war-lerc'h planetennou 'veld hom heñi 'hann da gaoud buhe lec'h-all, ar siantifiked klask esplik domp dram betra rank d'ar blanetenn be tamm pe damm 'veld hom heñi 'benn a vefe buhe war'nehi, ha ga spered piw oar... Drol é kar alïes a-walc'h vé ket an nen 'vid lak ba e joñj gle be sur ur mod, hag azhpenn un', 'zhpenn an heñi zo war i voull douar. Ba lec'h-all ur mod-all d'an traou d'hond bew. Amañ 'hi-mañ gad an natur vé gwelet ar vuhe dond partoud, ha lec'h oa ket sellet war he lerc'h. Daoust daon zo gleet be karbon, oksijen ha dour 'benn a teufe ar vuhe ba lec'h-all ? N'é ket vorzet dehi. Matresse 'n ene vé traou pe tud 'n ur mod disheñvel-mil, sistemou-all 'vid ar fizik, ar spered ha me oar-me petra toud c'hoazh... Na karbon na traou mod-se, pell-mat deus pezh 'hoump amañ. Kant milion planetenn, kant milion gis.

Petar é ho choñj dec'h diwar-benn an dra-he ?
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
pourlet56




Messages : 186
Date d'inscription : 09/03/2012

Buhe ba lec'h-all ? Empty
MessageSujet: Re: Buhe ba lec'h-all ?   Buhe ba lec'h-all ? Icon_minitimeSam Juin 29, 2013 4:52 pm

Marse zo ur vuhez arall, dishañval-tout, ha marse un deiz bennak e welimp anezhe, piv ouia ?
Juan Posadas, ur trotskour ag ar bleiziadoù 60 e zisklerie dre vras e oa e c'hortoz pladennoù-nij, a-goj d'an dra-sen : ma zo pladennoù-nij e tal eh eus ur sosiete avañset-tre, barrek da broduiñ marvailhoù, da lâret eo, ar re-se o-dehe realizet ar sosialism gwir.
Da ma soñj, n'en doa ket kendrec'hiet ur bochad tud....
Me n'in ket da welet anezhe, met ma taant, e vehen koutant da welet anezhe. Met n'ouian ket pesort breton a zo gete...
Revenir en haut Aller en bas
Per-Kouk




Messages : 233
Date d'inscription : 24/04/2012
Age : 40
Localisation : Kreis-Breizh

Buhe ba lec'h-all ? Empty
MessageSujet: Re: Buhe ba lec'h-all ?   Buhe ba lec'h-all ? Icon_minitimeLun Juil 01, 2013 1:35 pm

pourlet56 a écrit:
Marse zo ur vuhez arall, dishañval-tout, ha marse un deiz bennak e welimp anezhe, piv ouia ?

Ha matresse 'h eint deut tre beked amañ dija... Ha matresse n'o ket voien da wel 'nehe james dram d'o stumm... Gwelet vo neuhe Smile 

pourlet56 a écrit:
Juan Posadas, ur trotskour ag ar bleiziadoù 60 e zisklerie dre vras e oa e c'hortoz pladennoù-nij, a-goj d'an dra-sen : ma zo pladennoù-nij e tal eh eus ur sosiete avañset-tre, barrek da broduiñ marvailhoù, da lâret eo, ar re-se o-dehe realizet ar sosialism gwir.

Farsite an dra-he, pé teu serten re d'añvant teorïennou chilgamm 'benn d'esplikañ traou ha pessa mod zigouefe ba blassou-all ha me oar petra toud c'hoazh... Amañ 'hi-mañ é fentus dram teu da joñj din pessa mod gle be ar paotr, kalz kred ba'n i draou ha ga jestrou ha-toud dirag an dud, klask displeg e joñj war-boues sort traou-te... Matresse 'h on 'n-im dromplañ med daw vefe lenn pezh neus skrivet

"Les Soucoupes Volantes, le processus de la matière et de l’énergie, la science et le socialisme" oa ket deus an dra-he oas kontañ diwar e benn ?    

pourlet56 a écrit:
Da ma soñj, n'en doa ket kendrec'hiet ur bochad tud....

Amañ zo un dra ha n'é ket normal... lol! 

pourlet56 a écrit:

Me n'in ket da welet anezhe, met ma taant, e vehen koutant da welet anezhe. Met n'ouian ket pesort breton a zo gete...

Ur brezhoneg mad sur ! Med pass diwar saout ar vro ka'i-sur 'walc'h alien
Revenir en haut Aller en bas
http://www.brezhoneg-digor.blogspot.com
Contenu sponsorisé





Buhe ba lec'h-all ? Empty
MessageSujet: Re: Buhe ba lec'h-all ?   Buhe ba lec'h-all ? Icon_minitime

Revenir en haut Aller en bas
 
Buhe ba lec'h-all ?
Revenir en haut 
Page 1 sur 1

Permission de ce forum:Vous ne pouvez pas répondre aux sujets dans ce forum
Brezhoneg ar bobl :: Kaozeadennoù a-bep seurt :: Traoù all / Autres sujets-
Sauter vers: